daoust ma
Neuz
Brezhoneg
Stagell isurzhiañ
daoust ma /ˈdɔwst‿ma/
- E penn-kentañ un islavarenn enebiñ.
- Anavezet mat he devoa an den kozh, daoust ma oa dislivet un tamm. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 58.)
- Ne oan ket gouest da grediñ e oant marv holl, daoust ma n'em boa gwelet liv eus nikun anezho, ... — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 21.)
- Graet e veze an anv-se ivez ouzh gwazed Pleiben ha Brasparz, gwisket gwechall evelto, daoust m'o devoa dilezet a-benn neuze, moarvat, o chupennoù rous evit kemerout re zu. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 16.)
- Daoust ma oa skuiz-maro, brevet ma oa e gorf, Herri n'an nevoa ken c'hoant da vonet en e wele da gousket. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 14.)
- Daoust m'en deus Ludo kontet din lod eus e walleurioù e welan a-walc'h e chom war evezh. — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 26.)
- Daoust ma 'z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !... — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 18.)
- Den ebet ne zeuje d'he gwelout, daoust m'he doa pedet kenitervezed dezhi da goaniañ. — (Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, Al Liamm, 1970, p. 25.)
- Daoust m'en doa Sezni Gwegen mall mont kuit diwar-dro an den otus-se e c'houlennas gantañ doareoù al lezennoù a oa o wareziñ ar savadurioù istorel. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 186.)
- Ne lavarin ket deoc'h pe neuz a zo gant ar skolaj-se, daoust ma'z on bet eno ivez war va studi pa oan yaouank. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 35.)
- Kemerit martoloded a vezo krenv, daoust ma vent war an oad : ar re wella int peurvuia. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 45.)
- Abalamour da se ha daoust ma kave izel an douar e veze ret dezhañ labourat un tamm el liorzh evit kaout legumaj. — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 10.)