eas
Neuz
Brezhoneg
- Eus aez e krennvrezhoneg. Dont a ra eus ar ger keltiek *aktos, anv-gwan-verb *ag-o- « bleinañ, ren, konduiñ » en doe aigid en heniwerzhoneg.
- Da geñveriañ gant aeth « eas » e kembraeg, eth « eas » e kerneveureg hag ·acht « bleinas, renas » en heniwerzhoneg.
Furm verb
eas /ˈeːas/
- Furm ar verb mont e trede gour unan an amzer-dremenet strizh, en doare-disklêriañ
- War-lerc'h ar rannig-verb a pe ac'h :
- War-lerc'h ar stagell isurzhiañ ma, mac'h pe ma 'c'h :
- Setu, pa voe deut an noz, ma 'c'h eas eta Fañch indan ar wezenn, gantañ ur wareg vat en e zorn, hag e c'hortozas al laer per. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 15.)
- Ma 'c'h eas neuze ar paotr kozh da gavout an tri faotr yaouank, hag o fedas da dont da goaniañ an dewarlerc'h da noz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 189.)
- — [...] ; hag e kouezhis neuze war ur roc'hell vras, ken rust, ma 'c'h eas ma fenn don er maen. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 45.)