gounid
Neuz
Brezhoneg
- Diwar guinit en henvrezhoneg ha gounit en krennvrezhoneg.
- Meneget er C'hatolikon (gounit).
- Da geñveriañ gant ar verboù gweini, gweinyddu en kembraeg, gwaynya en kerneveureg.
Anv-kadarn
gounid /ˈɡũːnit/ gourel (liester gounidoù)
- Arc'hant a denner eus ul labour, ur c'henwerzh, ur werzh, h.a.
- Trec'h.
- C'hoari a vezo adarre met ar gounid a seblant bezañ da Vreizhuheliz. — (Brogarour, Trec'h ar garantez, Gwengamp, 1935, p. 24.)
- [...], ha kaer o deus ar c'hazetennou embann eo treh on armeou ha tost ar gounid da zond ganto, dislavared krenn e vez ar c'heleier-ze gand ar pez a weler hag a glever bemdez. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 86.)
- « A-walc'h ! ar gounid a zo d'eoc'h ! A-benn kala-mae e stourmimp adarre ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 162.)
- Evel a welit , e soñjen er c'holl kerkoulz hag er gounid. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 81.)
Stumm all
Deveradoù
Troidigezhioù
Arc'hant gounezet
Trec'h