ken don
Neuz
Brezhoneg
Troienn anv-gwan
ken don
- en un islavarenn-geñveriañ
- en un islavarenn gevatal
- [...], ur paotrig yaouank ha n'en doa ket c'hoazh ur varvenn war stal ar mec'hi hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouzh an nor... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 38.)
- Kenteliou fur an daou zen santel-ze a yeas ken doun er c'halonou, ma treuzont ar c'hantvejou o tremen divlam eus eur remzi d'eben, evel eun tan sakr, atizet bep sul gand sarmoniou pastored ar barrez. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 2.)
- Ken don e oa sanket ar soñj-se em spered, ma chomis aheurtet em youl ha ma stourmis, gwashañ ma c'hellis, ouzh e c'hoant hag hini va mamm ha va c'herent tost, bepred o reiñ din kuzulioù mat na selaouen ket. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 7.)