pesked
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn pesk hag an dibenn-ger -ed.
Furm anv-kadarn
pesked /ˈpeskɛt/
- Furm lies an anv-kadarn pesk.
- Ar pesked avat, eno evel en traoñ, a oa leun o c'hof, hag hini ebet anezho, d'ar mare-se eus an deiz, ne zeuas da bismigañ higenn ar pesketaer. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 12.)
- A-wechoù zoken, e lec'h dont ganeomp, am c'hase gant unan eus e gerent, anvet Ismaël, hag ur sklavour morian yaouank, da dapout dezhañ un nebeud pesked evit e bred. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 11.)
- Evit doare e teue an anv Gored eus ar reier a oa bet lakaet gwechall a-dreuz an aod evit pakañ pesked, meilhi ha beleien, pa vije ar mor o vont d'an traoñ. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 36.)
Troioù-lavar
Gerioù kar dre o ster
- Ar pesked
A ya da heul o boued. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 304.) - Bloavezhioù houl, bloavezhioù pesked. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 327.)
- D'ar mor e ya ar pesked. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
- El lec'h emañ ar mor emañ ar pesked. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
- Trawalc'h a besked all zo er mor
- Pesked e brezhoneg
- https://ichtyo.cnrs.fr/pages/fr/cartefr.php?var=357&fbclid=IwY2xjawFqKFdleHRuA2FlbQIxMAABHXNvD1ygpeN2fV4W5ZvmKx-8wxfY9YOGnhGeIZO1lGta7RKpBw3VMxx8vg_aem_j1Yx_bIeCAvXnR4Y46-J8w