toull-bac'h
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
toull-bac'h /tulˈbɑːx/ gourel (liester : toulloù-bac'h)
- Kell prizon
- Un eur diwezhatoc'h, pa oant o sevel gant ar viñs e-maez an toull-bac'h, e oa Harry o ribotat soñjoù en e benn ha bihan e oa e galon. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 146.)
- (Dre astenn-ster) Savadur kloz-mat ma talc'her an dud kondaonet pe war-c'hed eus o barnedigezh
- Un toull-bac'h ? Doue ra viro ! Ar c'hreñvlec'h savet gant an Aotrou evit e Zibabidi, ne lavaran ket. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 34.)