Mont d’an endalc’had

Groe : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D corr using AWB
Linenn 63: Linenn 63:
* D'ar [[14 Eost|14 a viz Eost]] [[1944]] e kouezhas un nijerez (''[[De Havilland DH.98 Mosquito|Mosquito]] VI'' marilhet HR259 ha kodet DM-Q) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] ([[Royal Air Force]]) e Groe<ref> [http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_raf_morbihan.html Pertes RAF Morbihan]</ref>.
* D'ar [[14 Eost|14 a viz Eost]] [[1944]] e kouezhas un nijerez (''[[De Havilland DH.98 Mosquito|Mosquito]] VI'' marilhet HR259 ha kodet DM-Q) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] ([[Royal Air Force]]) e Groe<ref> [http://www.absa3945.com/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_raf_morbihan.html Pertes RAF Morbihan]</ref>.
==== Traoù all ====
==== Traoù all ====
* E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an [[Aozadur Todt]], rediet e vezent da labourat evit sevel [[Moger ar Meurvor Atlantel]]; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942 <ref> Meur a aozer, "A la découverte des fortifications de l'île de Groix", Embannadurioù Histoire et fortifications, miz Gouere 2011 </ref><ref> [http://peterstaaden.de/ilanbraun/body_shoah_en_bretagne.htm Shoah en Bretagne] </ref> <ref> [http://www.luciengourong.com/site/?p=118 La Guerre 39-45 1ère partie : 39-43 Lucien Gourong] </ref>.
* E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an [[Aozadur Todt]], rediet e vezent da labourat evit sevel [[Moger ar Meurvor Atlantel]]; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942 <ref> Meur a aozer, "A la découverte des fortifications de l'île de Groix", Embannadurioù Histoire et fortifications, miz Gouere 2011 </ref><ref> [http://peterstaaden.de/ilanbraun/body_shoah_en_bretagne.htm Shoah en Bretagne] </ref><ref> [http://www.luciengourong.com/site/?p=118 La Guerre 39-45 1ère partie : 39-43 Lucien Gourong] </ref>.
* E [[Sankenn an Oriant]] edo Groe <ref> [[Roger Leroux]], ''Le Morbihan en guerre 1939-1945'', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587 </ref>.
* E [[Sankenn an Oriant]] edo Groe <ref> [[Roger Leroux]], ''Le Morbihan en guerre 1939-1945'', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587 </ref>.
* Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin <ref> [[Roger Leroux]], ''Le Morbihan en guerre 1939-1945'', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622 </ref>.
* Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin <ref> [[Roger Leroux]], ''Le Morbihan en guerre 1939-1945'', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622 </ref>.

Stumm eus an 13 Du 2019 da 05:52

Groe
Porzh Tudi.
Porzh Tudi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Groix
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton an Oriant-2
Kod kumun 56069
Kod post 56590
Maer
Amzer gefridi
Dominique Yvon
2014-2020
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web http://www.groix.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 256 ann. (2020)[1]
Stankter 152 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 38′ Norzh
3° 28′ Kornôg
/ 47.63, -3.47
Uhelderioù kreiz-kêr : 47 m
bihanañ 0 m — brasañ 48 m
Gorread 14,82 km²
Lec'hiañ ar gêr
Groe

Groe zo ur gumun eus kanton an Oriant-2, en Enez Groe, e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Ardamezioù

"rannet :

- d'ar 1 : en arc'hant, e bemp brizhenn erminig e sabel lammellet;

- d'an 2 : e glazur vag pesketañ e arc'hant goueliet e gul, eilet ouzh kleiz gant un devenn geotet leinet gant un tour-tan en arc'hant e goulou e gul;

E bevenn en arc'hant. Un eor e sabel balirant war al lodennadur hag war ar vevenn, ar rilhenn skoret a zehou gant ur vleizmor en arc'hant hag a gleiz gant ur vorvleiz ivez en arc'hant"

Aozer : M. Stephan

Kuzul ar Gumun : 1957

Istor

  • Abaoe ar Ragistor, 10 000 bloaz a-raok J.-K., eo poblet enez Groe. Savet eo bet ar meurvein gant tud ar mare neolitik. E-pad an Henamzer eo deuet ar Wenediz kozh (Veneti) hag ar Romaned.

Sent

  • Vikinged a oa e Groe. Kavet e voe ur bez viking e 1906 en enezenn.

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad

Traoù all

  • E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an Aozadur Todt, rediet e vezent da labourat evit sevel Moger ar Meurvor Atlantel; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942 [18][19][20].
  • E Sankenn an Oriant edo Groe [21].
  • Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin [22].
Anv P. Baron eus Groe ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[23].
  • Mervel a reas 50 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [24].
  • Pevar gwaz a varvas [25].

Monumantoù ha traoù heverk

  • Mein-veur niverus : lec'hioù (pe zaolioù-maen) anvet "Men Cam", "Men Yann" ha "Vagouar-Huen". Peulvini Kêrlard ha Kêrglavezig. Bezioù kozh.
  • Ur bez viking (IXvet-Xvet kantved), bet kavet e 1906, ennañ ur Viking a renk uhel.
  • Arouezva Beg-Melen. Tour-tan Penn Maen.
  • Tiez pesketaerien en ar pennkêrioù. Feunteunioù ha poulloù-kannañ.
  • Iliz Sant-Tudi XIvet kantved. Chapelioù XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved: an Dreinded (er vourc'h), Itron Varia Kalmean, Sant-Leonard (e Kelwid), Itron Varia Plasmanek (e Lokmaria).
  • Ekomirdi Groe: istor, bleuñvoù, loened, douarouriezh, maenoniezh.
  • Mirva naturel ha douarouriel. Toull-an-Ifern. Toull-ar-Gurun. Groc'h-ar-Meot.
  • Monumant ar re varv.

Douaroniezh

14 km² eo gorread Enez Groe. An enezenn vrasañ eus Breizh eo goude ar Gerveur.

8 km hirder ha 3 km ledander dezhi.

Emdroadur ar boblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Armerzh Groe e 1893

Rummadoù Bro-C'hall Groe
Niver ar rollidi 93 809 1 650
Niver ar bigi-pesketa 26 325 252
Fard e tonelloù 174 229 5 094
Dastumad (talvoudegezh e Lurioù gall)
Brezhili fresk 4 266 532 24 560
Sardin 12 481 831 56 000
Toun 2 577 434 1 055 000
Ligistri ha grilhed-traezh 3 410 338 185 000
Chevr 1 623 162 2 250
Pesked fresk 35 602 325 -
Bezhin ha temz 5 921 770 4 414

[26]


Brezhoneg

  • Grammaire structurale du Breton de l'ile de Groix, Elmar Ternes
  • E 2018 e vefe daou vrezhoneger en enez. Devezhioù deskiñ brezhoneg zo bet eno gant UDB

Tud

Tud bet ganet eno

Arzourien bet awenet gant Groe

Sportoù

Liammoù diavaez

Skeudennoù

Livadennoù gant Henry Moret

Dave ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer, 1939
  3. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 113
  4. Cassini - EHESS - Groe - Fichenn ar gumun
  5. diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
  6. kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
  7. 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, ar Faoued, 1998, pajenn 135
  8. Histoire de l'île de Groix
  9. Cassini - EHESS - Groe - Fichenn ar gumun
  10. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 113
  11. Lucien Gourong
  12. Histoire de l'île de Groix
  13. Histoire de l'île de Groix
  14. Pertes RAF Morbihan
  15. Pertes RAF Morbihan
  16. Pertes USAAF
  17. Pertes RAF Morbihan
  18. Meur a aozer, "A la découverte des fortifications de l'île de Groix", Embannadurioù Histoire et fortifications, miz Gouere 2011
  19. Shoah en Bretagne
  20. La Guerre 39-45 1ère partie : 39-43 Lucien Gourong
  21. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
  22. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
  23. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  24. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  25. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  26. La Croix de l'Ile de Groix, 2 a viz Eost 1896
  27. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.