Bonn
Neuz
Ur bonn zo ur merk e maen pe e metal pe e plastik evit diskouez ul lec'h, un harz, un hent. N'eo ket ken hir nag uhel hag ar post, met hag ur peul ez eus bet anezho a-wezhioù. Meur a seurt bonnoù a zo pe a zo bet :
- ar bonnoù hent :
- ar bonn miler (miliaria e latin) a oa ur maen-bonn war an hentoù e-pad Henroma, e miltir. Adalek an IIIe kantved e voe bonnoù lev e Galia, e lev eta.
- ar bonn kilometrek a zo bet en XIXvet kantved hag en XXvet kantved dreist-holl, evit diskouez an hed etre daou lec'h,
- ar bonn-harzoù, gwezhall e veze graet maen-bonn eus anezhañ.
- ar bonn geodezek evit diskouez ur poent geodezek
- ar bonn milourel
-
Bonn miler an hent roman Via XVIII e Campo do Gerês (Terras de Bouro, Portugal), e proviñs roman kozh Gallaecia.
-
Ur bonn kilometrek gall e Madagaskar.
-
Ur bonn "Hent ar Frankiz" amerikan e Binig.
-
Bonn harzoù etre Rouantelezh Bro-C'hall hag Arc'hdugelezh Aostria e Niepkerke, e Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.
Ar bonnoù nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchet en deus dafar ar bonnoù adalek an XXvet kantved. Da vein da gentañ int deuet da vezañ e dafar "modernoc'h" evel ar metal hag ar plastik. Ouzhpenn-se e ro muioc'h a servijoù ar bonnoù hiziv hon deiz, da skouer :
- ar bonnoù emgefreek a zo e straedoù ar c'hêrioù evit reoliñ tremeniri ar c'hirri,
- ar bonnoù tredan evit kargañ ar c'hirri-tan elektrek,
- ar bonnoù galv sikour, war bord an hentoù,
- ar bonnoù dour a-enep an tanioù-gwall.
Gant an araokadennoù teknikel ha teknologel e vez implijet kalz bonnoù etreoberiat bremañ :
- ar bonnoù gwerzhañ bilhedoù, en ur porzh-houarn da skouer,
- ar bonnoù titouriñ evit ar veajourien, an douristed, etc,
- ar bonnoù kelaouiñ
- ar bonnoù enklask,
- ar bonnoù prestañ,
- ar bonnoù-mirout, evit mirout ur plas, ur bilhed, etc,
- ar bonnoù Internet,
- ar bonnoù Wi-Fi evit kaout ar Wi-Fi,
- ar bonnoù distro evit reiñ ul levr endro d'ul levraoueg da skouer,
- bonnoù ar gartenn Vitale.
-
Ar bonnoù emgefrek-se a c'hall sevel pe diskenn evit lezel ar c'harbedoù da dremen.
-
Bonn emservij gallek evit hizivaat e gartenn vitale.
-
Ur bonn KorriGo e ti-gar Roazhon-Pontchaillou.
-
Ur c'harr-tredan luget war ur bonn adkargañ.
Anvioù-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bonn, ur gêr vras en Alamagn,
- Bonn, ur gêr vihan er Geunioù Brezhon, e Vande.
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-tiegezh alamanek eo ivez.