Berry (proviñs)
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Berry.
Berry zo ur broviñs kozh hag ur vro hengounel e-kreiz Bro-C'hall. Bourges eo ar gêr-benn.
Ar pep brasañ eus ar broviñs zo rannet bremañ etre departamantoù ar Cher hag an Indre.
Eus al latin Pagus Biturígum, "Bro ar Vituriged" e teu an anv "Berry", koulz ha hini "Bourges"[1].
Eus ar proviñs d'an departamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1790 e voe dispennet proviñsoù kozh Rouantelezh Bro-C'hall ha savet departamantoù en o lec'h. Rannet e voe Berry etre an departamantoù Cher, gant Bourges da bennlec'h, ha Indre gant Châteauroux da bennlec'h. Un nebeud kumunioù zo staget ouzh departamantoù all : Loir-et-Cher, Loiret, Creuse hag Allier. |
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Louis Deroy, Marianne Mulon, Dictionnaire de noms de lieux, Le Robert, Paris, 1992, p. 68b (ISBN 2-85036-195-X) ; kement ha "rouaned (riges) ar bed (bitu)" e talvez anv ar boblad Galianed-se.