Dardoup
Dardoup a zo anv ur vro hengounel e kreiz Kerne ha Penn-ar-Bed, e Breizh, en-dro da gêr ar C'hastell-Nevez.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv just. Hervez kont en defe un dra bennaket da welet gant ar c'hoef a veze douget gant ar merc'hed gwechall hag a zo anavezet evit ur roued brodet ispisial hag he stroñsoù. Ha just a-walc'h e vez graet Dardoupenn, Dardoupez pe c'hoazh Dardoupezenn, eus ur plac'h o chom er vro-se. Ar baotred a vez graet Dardouped anezho. Hervez an etnologour Reun Kreston e veze graet "Bardoupeizant" ivez eus an dilhadoù oa ba' du-se, peadra da soñjal eo disoc'het ar ger Dardoup diwar Bardou marteze, hep na vefed gouest da zisplegañ petra a dalvez hemañ.
Hervez lod-all e vefe mat klask e anv ar vro vihan stok outi er c'hornôg anvet Bidar, tro-dro da Bleiben. Evito e vefe heñvel eil silabenn ar ger Bidar ha silabenn gentañ ar ger Dardoup.
Dardoup a zo anv un dañs hengounel eus ar vro-se ivez, Gavotenn pe Dañs-tro Dardoup end-eeun. Bet ez eus bet tud o serriñ kanaouennoù ha kontadennoù digant brezhonegerien a-vihanik dre eno er bloavezhioù 1970 a oa bodet er strollad anvet Despunerien Bro Dardoup.
Tachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vro Dardoup a ya da ober anezhi kumunioù Kastell-Nevez-ar-Faou, Plonevez-ar-Faou, Koloreg, Sant-Wazeg, Laz ha tu reter Santoz, daoust ma n'eo ket Dardoup ar peurrest eus ar gumun-se. Ar Stêr Wanez a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.
Rimadelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dardoup
Pa vramm ra proup. E Skeud Tour Bras Sant Jermen, 1978/228