Delos
Delos (Δήλος e gresianeg) zo unan eus an inizi Kikladez er Mor Enezek. Bihanik eo, 3,5 km² dezhi hepken, ha didud abaoe pell zo. Dirak Reneia emañ (14 km², didud ivez) ha tost da v-Mykonos.
Ur greizenn genwerzhel ha relijiel a-bouez eo bet en Henamzer, dreist-holl er VIvet kantved kent J.-K. Un lec'h enoret gant tud bro Ionia met ivez gant sevenadurioù all ar C'hikladez. Un templ a oa da Apollon.
Anavezet eo ivez evit bezañ al lec'h ma'z eo ganet Kevre Delos, ur strollad inizi ha kêrioù evit difenn a-enep ar bersianed : e miz mae -477 (kent J.-K.) e voe kentañ emvod ar c'hevre hag aze e voe miret teñzor ar strollad difenn-mañ betek -454 (kent J.-K.).
Emañ an enez war listenn Glad ar bed gant an UNESCO abaoe 1990.
Delos war dro -450 (kent JK)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leoned Delos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leoned Delos a zo brudet a-walc'h hirie. Aozet int bet adalek marbr Paros a profet da Zelos gant enezenn emrenn Naksos. Staliet e voe neuze al Leoned war Leurenn al Leoned.