Mont d’an endalc’had

Divi Kervella

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Divi gKervella)
Divi Kervella
(Gouere 2009)

Divi Kervella, Divy Kervella e marilh ar boblañs[1] (21 a viz C'hwevrer 195728 a viz Kerzu 2017) a oa ur yezhoniour, ur geriadurour hag un troour brezhonek. Maketennour, da lavarout eo prientiñ levrioù evit an embann, e oa e vicher.

Disteroc'h e vije bet an embann brezhonek hep labour didrouz Divi Kervella.

E 1957 e voe ganet Divi Kervella e-kichen Pariz, da Ivetig an Dred-Kervella ha Frañsez Kervella. Breur eo da Erwan Kervella, Riwanon Kervella hag Annaig Kervella.
E 1959 e tistroas an tiegezh da Vreizh, e Treger, ma voe desavet an holl vugale e brezhoneg.

E Lannuon e voe skoliataet Divi betek ar c'hlas termen, hag ur wech tapet ar vachelouriezh gantañ ez eas da Roazhon d'ober studioù war ar gwir. Paouez a reas gante a-raok ar fin, ha goude-se e tremenas un aotreegezh war ar brezhoneg.

Gant Divi Kervella e voe troet ar bannoù-treset Troioù-kaer Tintin e brezhoneg evit an ti-embann An Here.
Evit Al Liamm e labouras war daouzekvet embannadur Geriadur Hemon-Huon (2014). Bet eo Divi Kervella prezidant Bodad ardamezouriezh Breizh ha prezidant ar gevredigezh Bannieloù Breizh.


Diwar skouer e dud, a labouras a-hed o buhez evit difenn ar brezhoneg hag e gas war-raok, e ouestlas Divi Kervella e vuhez d'ar yezh.

Er gelaouenn Wanig ha Wenig e voe embannet ar skridoù kentañ bet sinet gantañ ; diwezhatoc'h, p'edo o studiañ e Skol-veur Roazhon 2, e skrivas evit ar gelaouennig vrezhonek Yod-Kerc'h, ma kenlaboure e vreur Erwan ivez. Goude e studioù ez eas da vaketenner evit an embann brezhonek, dre hanterouriezh Kuzul ar Brezhoneg ; ouzhpenn bizskrivañ ha pajennaozañ evit an embann brezhonek e tifazie ar skridoù alies. Kement a labour en deveze ma n'en devoe biskoazh amzer da lakaat e vennozhioù war baper.
Kenlabourat a reas evelato gant an ti-embann An Here : evit Cholori, ur gelaouenn evit ar vugale, e tresas hag e savas istorioù ; evit Talabao, kazetenn vrezhonek ar grennarded, e savas pennadoù skiantel — gant Alan Dipode e veze maketennet an div gelaouenn gant an dorn betek ma voe graet al labour gant Divi Kervella hag e veziant pajennaozañ.
Evit An Here ivez e troas 19 albom Troioù-kaer Tintin.

E 2005 ez adskrivas an hentenn Assimil da zeskiñ brezhonek, a oa bet savet gant Fañch Morvannou.

Troidigezhioù

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Divi gKervella eo ar stumm a veze implijet gantañ da sinañ e labourioù.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.