Edam
Neuz
Edam zo ur gêr vihan eus an Izelvroioù, e proviñs Noord-Holland, e kumun Edam-Volendam, war ribl an IJsselmeer. Talvezout a ra an anv, e nederlandeg, kement ha "chaoser" („dam”) war ar stêrig E. Brudet eo Edam abalamour d'ar fourmaj a zeu anezhi. Ur porzh pesketa hag ur porzh kenwerzh eo ivez.