Kaozeal:Eusebius
Neuz
Euzeb evit daou sant d'an nebeutañ: unan a vez lidet d'ar 14 a viz Eost, Euzeb (beleg e Roma) (Buez ar Zent, 1894, p. 558) hag unan all d'ar 15 a viz Kerzu, Euzeb (Eskob Verseil pe Vercelli) (Buez ar Zent, 1912, p. 867). Pe e adanvomp pep sant Euzeb, pe e chomer gant Eusebius peogwir n'eo bet testeniekaet nemet daou hini. Ma 'z eo bet graet gant Euzeb evit daou sant, eo mat e vije graet evit an holl d'am soñj. D'an nebeutañ evit an daou meneget a-us dija.--Gwendal 28 Mez 2010 da 07:39 (UTC)
- Ur pennad Eusebius zo amañ. Evit ur pennad Euzeb, e vefe ur pennad all. Ma ranker ober degemer d'an anv Euzeb war-zigarez emañ e Buhez ar Sent e vo ret ober ivez d'an anvioù all zo er pennad, anat dit: Palestin, Sardaign, ar C'happados... Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 08:16 (UTC)
- Kompren a ran mat da sav-poent. N'am eus ket kavet levrioù all hag a veneg ar sant-mañ, an dave nemetañ eo am eus evit ar poent (daveoù all pefe?). N'eo ket gwir evit Palestin, Sardaign, ar C'happados... a vez kavet gant stummoù all el levrioù nevesoc'h.--Gwendal 28 Mez 2010 da 08:44 (UTC)
- Menegiñ a ran an anvioù-lec'h a lennan er pennad a zo em levr, BaS 1912, bremañ dindan ma daoulagad. D'am soñj e ranker ober gant al levrioù-se evel mammennoù a geleier talvoudus, met n'eo ket peogwir e kaver Sardaign e-barzh eo ret dimp ober evelto: gwelloc'h ganin Sardinia. Ma komzez eus levrioù all, lavar pere. Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 08:53 (UTC)
- C'hoant em boa lavarout e oa stummoù all (nevesoc'h) evit Palestin, Sardaign, ar C'happados setu perak e implijomp ar stummoù-se (skouer:Sardinia, Palestina), met ma vije bet BaS evit dave nemetken e vije bet implijet ar stummoù a gaver e-barzh, n'eo ket? N'eus nemet BaS, evit ar pezh a sell ouzh ar sent kentañ, a c'hellomp implijout.--Gwendal 28 Mez 2010 da 09:04 (UTC)
- Peogwir e oa bet kavet re c'hallekaet stummoù BaS eo ez eus bet tud all o klask ober gant stummoù skianteloc'h, pe holloueziadureloc'h. Hag abalamour da se eo e rankomp ober kemend-all, da lavarout eo ober gant ar stummoù gwellañ. chom a ra da c'houzout pere int. Pa ran gant an anv latin e ouzon ne ran fazi ebet. Bianchi-Bihan 28 Mez 2010 da 09:09 (UTC)