Mont d’an endalc’had

Kleuz Offa

Eus Wikipedia
Kleuz Offa e-kichen Clun

Kleuz Offa (Clawdd Offa e kembraeg; Offa's Dyke e saozneg) a oa ur seurt kleuz ha moger douar savet war an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz gant ar roue sakson Offa, roue Mercia entre 757 ha 796. Darn a gred e c'hallfe lodennoù bezañ bet savet a-raok an amzer-se.

Mont a ra eus talek ar stêr Dyfrdwy, en hanternoz, betek ar stêr Gwy er c'hreisteiz, a-hed un 240 kilometr bennak. N'eus ket un hollad anezhañ rak ne oa bet savet nemet el lec'hioù ma ne oa harz naturel ebet, ha gant se n'eus e gwirionez nemet 130 kilometr anezhañ. E lec'hioù zo ez eus 20 metrad led (etre kleuz ha moger) ha 2,5 vetrad uhelder.

Kartenn eus Enez Vreizh en 802 ma weler Kleuz Offa etre Mercia ha Kembre.
Troc'h berrdres eus Kleuz Offa, hag a ziskouez penaos e oa graet evit gwareziñ Mercia diouzh tagadennoù deuet eus Powys.
Un darn eus Kleuz Offa

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Cyril Fox, Offa's Dyke: a Field Survey of the Western Frontier Works of Mercia in the Seventh and Eighth Centuries AD, (Llundain, 1955)
  • Margaret Gelling (gol.), Offa's Dyke Reviewed (Rhydychen, 1983)
  • David Hill a Margaret Worthington, Offa's Dyke: History and Guide, (Stroud, 2003)
  • Ar Gouloù Gwenn n°2 : Pet Brezhon o deus soñj eus Kleuz Offa

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.