Johann Pachelbel
Johann Pachelbel | |
---|---|
Ganedigezh | 1añ Gwengolo 1653 (badeziant) Nürnberg Impalaeriezh santel roman german |
Marv | 9 Meurzh 1706 (obidoù) Nürnberg |
Broadelezh | Hiziv : alaman |
Barregezhioù | |
Pennañ | Ograouer |
Arall | Sonaozour, kelenner |
Oberennoù pennañ | |
Kanon und Gigue in D-Dur |
Johann Pachelbel (distagadur LFE: ['joːhɑn 'paxɘlbɛl]), bet badezet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1653 e Nürnberg, marvet eno d'an 3 a viz Meurzh 1706, a oa ur sonaozour, un ograouer hag ur c'helenner alaman en amzervezh ar stil barok (~1600-1764)[1].
Brudet eo evit bout kaset hengoun an ograoù en Alamagn ar Su d'e bep gwellañ. Savet en deus kalz oberennoù lik ha relijiel ; dre e labour war framm ar fugennoù hag ar c'horaloù-rakkerzh ez eo unan eus ar sonaozourion bennañ eus e amzer.
Berzh bras a reas sonerezh Johann Pachelbel a-hed e vuhez. Kalz skolidi en devoa, ha dont a reas e sonerezh da vout ur patrom evit sonaozourion Alamagn ar Su hag ar C'hreiz. Hiziv an deiz ez eo anavezet dre e "Ganon ha jig e Re muiañ" (Kanon und Gigue in D-Dur), e Chakonenn e Fa leiañ, hag dre argemmoù an Hexachordum Apollinis.
Levezonet e voe Johann Pachelbel gant sonaozourion alaman evel Johann Jakob Froberger (~1616-1667) ha Johann Kaspar Kerll (1627-1693) koulz ha gant an Italianed Girolamo Frescobaldi (1583-1643) pe c'hoazh Alessandro Poglietti (~1610-1683). Desket en devoe ivez digant sonaozourien c'hall ha re Nürnberg. Dre e zoare kendonel e levezonas d'e dro ar sonaozour Johann Sebastian Bach (1685-1750).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1653-1674 : yaouankiz ha desavadur e Nürnberg, Altdorf ha Regensburg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Nürnberg e voe ganet Johann Pachelbel, mab d'ar marc'hadour gwin Johann Hans Pachelbel ha d'e wreg Anna Maria Mair. Ne ouzer ket deiziad resis ganedigezh ar sonaozour, a zeuas er bed e miz Eost hep mar peogwir e voe badezet d'ar 1añ a viz Gwengolo.
Kenteliet e voe war ar sonerezh gant Heinrich Schwemmer (1621-1696), a voe kiniad iliz Sant-Sebaldus e Nürnberg diwezhatoc'h hag en devoa desket sonerezh gant Johann Erasmus Kindermann (1616-1655), unan eus diazezerion hengoun ar sonerezh e Nürnberg.
Hervez Johann Mattheson, anezhañ un arbennigour diwar-benn Johann Palchelbel, e oa Pachelbel yaouank donezonet-dreist war ar sonerezh[2].
Da skol gentañ-derez St-Lorenz Hauptschule e Nürnberg ez eas, hag en Auditorio Ægediano kent bout studier e Skol-Veur Altdorf e 1669 ; en hevelep bloavezh e voe gopret evel ograour iliz St-Lorenz.
Ne oa ket echu e vloavezh kentañ er skol-veur ma rankas J. Pachelbel he kuitaat abalamour d'an diouer a arc'hant. E 1670, mennet da beurechuiñ e studioù, ez eas da yalc'hadour e Gymnasium Poeticum Regensburg. Ker skoet e voe pennadurezhioù ar skol gant testenioù Johann Pachelbel ma voe degemeret dreist ar feurbarzh.
Aotre a voe roet dezhañ da studiañ ar sonerezh e-maez eus ar Gymnasium. Digant Kaspar Prentz en devoe kentelioù ; dre ma oa Prentz levezonet gant sonaozourion italian evel Giacomo Carissimi (1605-1674) ez eo hep mar dre e gelenner nevez e savas e Pachelbel deur ouzh ar sonerezh italian hag ar sonerezh relijiel katolik dre vras.
1673-1690 : remzad micherel e Wien, Eisenach hag Erfurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1672 ez eas Johann Pachelbel da Eichstätt, hag e 1673 en em stalias e Wien evel eilograouer en iliz-veur St-Stephan. Bras e oa pouez Wien evit a sell ouzh ar sevenadur en impalaeriezh Habsburg d'ar mare-se, ha war-du ar sonerezh italian e oa troet ar c'hiz eno. Pevar bloavezh a dremenas Johann Pachelbel e Wien, o teskiñ ar sonerezh katolik bet savet gant Alamaned hag Italianed.
E 1677 ez eas da Eisenach, ma kavas labour evel ograouer dindan ren Kapellmeister Daniel Eberlin (1647-1715) e lez Johann Georg I, dug Sachsen-Eisenach.
Eno e kejas ouzh ar familh Bach, pa 'z eo Eisenach kêr-c'henidik Johann Ambrosius Bach, anezhañ tad Johann Sebastian Bach ; dont a reas Pachelbel yaouank (24 bloavezh) da vout mignon d'ar familh, ha heñcher he bugale.
E 1678, pa varvas Bernhard II, dug Saks-Jena, anezhañ breur Johann Georg I, en em gavas Johann Pachelbel dilabour ; goulenn a reas ul lizher-testeni digant e gelenner Eberlin, a skrivas e oa ar soner yaouank einen perfekten und raren Virtuosen, "ur mailh disi ha dibaot". Al lizher-se gantañ e kuitaas Pachelbel kêr Eisenach d'an 18 a viz Mae 1678.
Miz war-lerc'h e oa ograour e Predigerkirche Erfurt. Chom a reas mignon d'ar familh Bach, pa oa-hi anavezet-mat e kêr, ha paeron e voe da Johanna Juditha, merc'h da Johann Ambrosius Bach. Kentelioù sonerezh a roas da Johann Christoph Bach (1671-1721), anezhañ breur henañ Johann Sebastian, ha bevañ en un ti a oa perc'hennet gant Johann Christian Bach (1640-1682).
Daouzek bloavezh-pad e chomas Johann Pachelbel en Erfurt, hag eno e c'hounezas brud unan eus ar sonaouzourien alaman bennañ evit an ograoù. Dont a reas da vout un arbennigour war ar c'horaloù-rakkerzh, rak ret e oa dezhañ o sevel evit an Iliz hervez e gevrad-labour.
E 1682 e varvas Johann Christian Bach. E 1684 e prenas Johann Pachelbel an ti digant an intañvez, hag e 1686 e voe kinniget dezhañ ar garg a ograouer en iliz St-Trinitatis e Sonderhausen e Thüringen. Dre ma oa ret dezhañ, dre gevrad, goulenn ali e implijerion kent respont da ginnig pe ginnig e tivizas chom en Erfurt : kresket e voe e c'hopr, hag en Erfurt e chomas pevar bloavezh pelloc'h.
Div wezh e timezas Johann Pachelbel en Erfurt : e 1681 gant merc'h Stadt-Major kêr, Barbara Gabler, a varvas e 1683 e-kerzh ur barrad bosenn, hag e 1684 gant Judith Trummert, anezhi merc'h d'ur mintour[3]. Pemp mab ha div verc'h a voe d'ar c'houblad ; Wilhelm Hieronymus (1685-1764) ha Karl Theodorus (1690-1750) a voe ograourion d'o zro. O breur Johan Michael a voe un oberour ograoù e Nürnberg, hag o c'hoar Amalia a c'hounezas brud evel livourez hag engraverez.
1690-1706 : an diwezh e Stuttgart, Gotha ha Nürnberg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa o klask gwelloc'h gopr e roas Johann Pachelbel e zilez a soner ha kelenner en Erfurt d'ar 15 a vir Eost 1690, ha pemzektez goude, d'ar 1añ a viz Gwengolo, e voe gopret evel ograour e lez Magdalena Sibylla von Hessen-Darmstadt, dugez Württemberg e Stuttgart.
Mat e oa ar garg, met daou vloaz war-lerc'h e rankas ar soner tec'hel a-zirak tagadennoù ar C'hallaoued e-kerzh Brezel an Nav Bloaz. Labour a gavas evel ograour e Gotha, ma chomas tost da dri bloavezh-pad adal an 8 a viz Du 1692. Eno ez embannas, e 1693, e levr sonerezh katolik nemetañ, Acht Chorale zum Praeambulieren ("Eizh koral-rakkerzh"). Pa oa e Gotha e voe kinniget dezhañ ur garg e Stuttgart hag unan arall e skol-veur Oxford ; nac'hañ a reas bewezh.
E 1695 avat, pa varvas Georg Kaspar Wecker, anezhañ ograour en iliz St-Sebaldus e Nürnbeg, ez asantas azezañ war ar gador lezet dieub.
E Nürnberg e tremenas an nemorant eus e vuhez, hag eno ez embannas an dastumad Musicalische Ergötzung ("Plijadur sonerezhel") koulz hag e Hexachordum Apollinis (1699) a zedias d'ar sonaozour dan-german Dieterich Buxtehude (~1638-1707). D'ar mare-se ivez e savas Concertato Vesper evit ar gousperoù diwar levezon ar sonerezh italian, ha tost da 100 fugenn evit ar Magnificat.
D'ar 5 pe d'ar 6 a viz Meurzh 1706 e varvas d'an oad a 52 vloaz, ha d'an 9 e voe beziet e bered St-Rochus (Rochuskirchhof) e Nürnberg.
A-dra-sur e voe Johann Pachelbel ar mestr-sonaozour diwezhañ en hengoun Nürnberg, hag en Alamagn ar Su dre vras.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus ar sonaozourion varok diwezhañ e voe Johann Pachelbel, setu n'en devoe ket gwall vras levezon war e warlerc'hidi Giuseppe Domenico Scarlatti (1685-1757), Georg Friedrich Händel (1685-1759) pe c'hoazh Georg Philipp Telemann (1681-1767), a reas al liamm etre dibenn ar stil barok ha deroù ar sonerezh klasel.
Ameeun e voe levezon Pachelbel war Johann Sebastian Bach, a voe kenteliet gant e vreur Johann Christoph, unan eus skolidi ar mestr ; war-du sonerezh Germania an Norzh e troas J. S. Bach avat, dre studiañ labour Dieterich Buxtehude, Johann Adam Reincken (1643-1722) ha Georg Böhm (1661-1733).
Levezonet-bras gant Pachelbel e voe ar sonaozour Johann Gottfried Walther (1684-1748), a zo bet lesanvet an eil Pachelbel gant Johann Mattheson[4].
En XVIIIvet kantved ez eas ar stil barok er-maez a c'hiz, hag ankouaet e voe e sonaozourion. E Nürnberg hag Erfurt e kendalc'has an ograourion da seniñ oberennoù Pachelbel gwezh ga gwezh arall, met dre vras e veze kavet c'hwezh ar c'hozh gant ar sonerezh-se.
En hanterenn gentañ an XIXvet kantved e voe embannet un tamm eus sonerezh Johann Pachelbel evit an ograoù, ha lod kerzonourion a grogas da soñjal e oa bet mestr Nürnberg un sonaozour meur. E deroù an XXvet kantved e voe embannet an darn vrasañ eus e labour, hogen ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1950 evit ma teuje ar stil barok diouzh ar c'hiz adarre ; a-drugarez da enklaskoù ar gerzoniourion lesanvet barokourion[5] e voe adkroget da seniñ oberennoù Johann Pachelbel.
Er bloavezhioù 1970, a-drugarez d'al labour-se ha d'ar penn-klaviaz gall Jean-François Paillard (1928-2013), e teuas brud vras d'e "Ganon ha jig e Re muiañ", bet skrivet evit teir biolin hag ur solvoudenn (basso continuo).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Ewan, Jil & Herbert, Pêrig (1990), Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh
- (de) Edler, Arnfried (1999), Pachelbel, Johann, en Neue Deutsche Biographie, Duncker & Humblot (ISBN 978-3-428-00200-9)
- (de) Mattheson, Johann (1740), Grundlage einer Ehren-pforte, woran der tüchtigsten Capellmeister, Componisten, Musikgelehrten, Tonkünstler &c. Leben, Wercke, Verdienste &c. erscheinen sollen, Nabu Press, 2011 (ISBN 978-1-175-97842-4)
- (fr) La musique, les hommes, les instruments, les œuvres, Larousse, 1965 (ISBN 978-2-03-014110-6)
- (en) Apel, Willi (1972), The History of Keyboard Music to 1700, Indiana University Press, 1997 (ISBN 978-0-253-21141-5)
- (en) Perreault, Jean M. (2004), Thematic Catalogue of the Musical Works of Johann Pachelbel, The Scarecrow Press (ISBN 978-0-8108-4970-9)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La musique, les hommes, les instruments, les œuvres ; da varv ar sonaozour gall Jean-Philippe Rameau (1683-1764) e lakaer dibenn ar marevezh barok evit a sell ouzh ar sonerezh.
- ↑ Grundlage einer Ehren-pforte, woran der tüchtigsten Capellmeister, Componisten, Musikgelehrten, Tonkünstler &c. Leben, Wercke, Verdienste &c. erscheinen sollen
- ↑ Ur mintour – pe : mintour Dinant (Favereau) da heul ar galleg dinandier, zo un dornwezhour a fard traezoù (kastelodennoù, mouloù, h. a) dre vorzholiañ follennoù kouevr, staen pe houarn-gwenn.
- ↑ Op. cit.
- ↑ Gwashaus eo al lesanv-se a-berzh lod sonvarnourion c'hall e-keñver ar sonerion evel Gustav Leonhardt (1928-2012) ha Nikolaus Harnoncourt (1929-) a c'hourc'hemenne ma vije sonet an oberennoù barok hervez disoc'hoù enklaskoù ar gerzoniourion, ha n'eo ket en doare romantelour a oa diouzh ar c'hiz etre 1900 ha 1970.