Mont d’an endalc’had

Joseph Joffre

Eus Wikipedia
Joseph Joffre
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJoseph Joffre Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph Jacques Césaire Joffre Kemmañ
Anv-bihanJoseph Kemmañ
Anv-familhJoffre Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gen 1852 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRivesaltes Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gen 1931 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhLes Invalides, Louveciennes Kemmañ
Yezh vammkatalaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, katalaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg, katalaneg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
Kargvice president, seat 35 of the Académie française Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Charlemagne, École polytechnique Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871, Sino-French War, Brezel-bed kentañ, First Battle of the Marne Kemmañ
Skour luTirlu gall Kemmañ
Diellaouet gantDefence Historical Service Kemmañ
Ezel eusAcadémie Française, Académie des Sciences d’Outre-Mer, American Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Deskrivet dreMarshal Joffre (1852–1931), Commander-in-Chief, French Armies Kemmañ
Joseph Joffre a-raok 1918.

Joseph Joffre a oa un ofiser gall e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, ganet d'an 12 a viz Genver 1852 e Rivesaltes (Pyrénées-Orientales) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Genver 1931 e Pariz (7vet arondisamant).

Kroget e oa e hent soudard en trevadennoù (Tonkin, Soudan c'hall ha Madagaskar. Lakaet e voe e penn an État-Major général de l'Armée e 1911, rak arbennikaet e oa war an dezougen dre dren. E 1914, en ur vezañ penn al luioù, e lakaas da dalvezout steuñv an engalvadeg ha kreizenniñ (ar steuñv XVII). Goude-se e tifennas mennad an « argadenn divuzul », hag a oa kenteliet er Skol vrezel, hag a gousto kalz kolloù d'an droadegiezh, dreist-holl e-pad mare emgann an harzoù. Goude-se e voe diazez en trec'h evit al luioù gall e-pad Emgann ar Marne.

Ur wech talet gant brezel ar fozioù-difenn war an Talbenn kornôg, e holl argadennoù goañv 1914-1915 (e Champagne), nevezamzer 1915 (en Artois), diskar-amzer 1915 (hag un-dro en Artois ha Champagne) hag hañv 1916 (er Somme) a vo kolloù drastus. E fin 1916 e voe lakaet da maréchal de France hag erlec'hiet gant ar jeneral Nivelle. E miz Ebrel 1917, ez eo gant Viviani e penn ar bodad c'hall kaset d'ar Stadoù-Unanet Amerika evit bountañ war ar prezidant Wilson evit ma vefe savet ha kaset al lu stadunanat war an talbenn. E 1918 e voe dilennet en Académie française.

Burutellet kreñv e vez anezhañ evit e roll e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.

Buruteladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus un tu e oa azeulet evel unan eus trec'herien ar C'hentañ Brezel-bed, eus un tu all e oa dispriziet gant ar soudarded hag ar jeneraled gall abalamour d'an argadennoù gwadus a lazhas milieroù a soudarded en aner.