Mont d’an endalc’had

Jean

Eus Wikipedia

Marteze eo ar bragoù jeans edoc'h o klask.

Jean zo un anv-badez gallek, a orin hebreek, roet d'ar baotred, hag a glot gant Yann e brezhoneg. Un anv-badez saoznek roet d'ar merc'hed eo ivez : kit da welout Jean (anv-badez merc'hed).

Un anv stank

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv roet stank e oa er broioù gallek, evel ar re kevatal dezhañ en holl vroioù kristen, dre ma oa anv daou sant eus penn kentañ istor ar gristeniezh. Krog eo e vrud da goazhañ abaoe ur pennad avat.

Dont a ra eus an hebreeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus"), deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e gregach, ha Johannes e latin.

En anvioù kevrennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poblek e oa an anvioù kevrennek savet diwar Jean betek ar bloavezhioù 1970.

Kalz rouaned ha tud uhel zo bet:

  • Jean I, en o zouez :
  • Jean II, anv meur a zen, en o zouez :

Sellit ouzh ar pennadoù Yann Iañ ha Yann II.

Jean Paul (war-dro 1797-98)
Poltred Jean Robic e Mur.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]