Mont d’an endalc’had

Juan Aragon ha Kastilha

Eus Wikipedia
Ur pennad Juan Aragon zo ivez.
Juan Aragon ha Kastilha
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Kastilha, Rouantelezh Aragon Kemmañ
Anv-bihanJuan Kemmañ
Titl noblañsInfante of Aragón, Priñs Asturiez, Prince of Girona, Duchy of Montblanc Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mez 1478 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSevilla Kemmañ
Deiziad ar marv4 Her 1497 Kemmañ
Lec'h ar marvSalamanca Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhReal Monasterio de Santo Tomás, Tomb of the Prince Don Juan de Aragón, Ávila Kemmañ
TadFernando II Aragon Kemmañ
MammIzabel Iañ Kastilha Kemmañ
PriedMarc'harid Aostria Kemmañ
KarHerri VIII, Fulup Iañ Kastilha Kemmañ
FamilhHouse of Trastámara Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
KargPriñs Asturiez, Prince of Girona Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ
"Cortejo del bautizo del Príncipe Don Juan, hijo de los Reyes Católicos, por las calles de Sevilla", gant Francisco Pradilla Ortiz, e 1910.
Educació del príncep Joan gant Salvador Martínez Cubells, e 1877.

Juan Aragon ha Kastilha, pe Joan d'Aragó e katalaneg, pe Juan de Aragón y Castilla pe Juan de Trastámara y Trastámara e kastilhaneg, ganet e 1478 ha marvet da naontek vloaz e 1497, a oa priñs Asturiez, da lavarout eo priñs pennhêr kurunennoù an div rouantelezh, hini Aragon ha hini Kastilha.

Ur vuhez verr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Fernando II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha ; o eil bugel e oa war-lerc'h e c'hoar henañ, an infantez Isabel (1470-1498). Priñs Asturiez e voe anvet kenkent ha ganet, ha priñs Girona goude marv e dad-kozh Joan II Aragon e 1479.

E 1497 e oa tost naontek vloaz e miz Ebrel pa voe dimezet en iliz-veur Burgos da Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h d'an Impalaer Santel Masimilian Iañ (1459-1519).

C'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here, e varvas e Salamanca gant an droug-skevent, p'edo war e hent da eured e c'hoar.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E c'hoar Isabel a voe anvet da briñsez Asturiez ha Gerona.

Addimeziñ a reas e intañvez yaouank seitek vloaz.