Lanselod
Lanselod[1] zo unan eus marc'hegien an Daol Grenn, e Mojenn Arzhur. Ar gwellañ marc'heg eo met ivez serc'h ar rouanez Gwenivar. Meneget eo Lancelot du Lac er skridoù gallek ha Launcelot er re saoznek eus ar Grennamzer. Diwar e anv marteze eo deuet an anv-badez Lancelot a gaver bremañ e meur a vro en Europa.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar galleg kozh Lanceloz er varzhoneg Érec et Énide (Chrétien de Troyes, 1160-64) ; ur bihanaer eus an anv frankek Lanzo, a zo ur bihanaer eus unan eus an anvioù germanek niverus e Land–, evel ar saozneg kozh Landbeorht "land-bright" "bro skedus" ; gwelit Lambert.
Ar marc'heg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra meneg eus Arzhur.
Anavezet eo dre Lancelot ou le Chevalier de la charrette, ur romant bet skrivet gant Chrétien de Troyes etre 1177 ha 1181.
Ur skrid gallek all a bouez zo avat, al Lancelot-Graal, eus deroù an XIIIvet kantved.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra Lanselod eus Breizh ha mab e oa d'ar roue Ban o Benioic en deus ur c'hastell e-tal ul lenn e Fforest Broseliawnd. Hector de Maris zo hantervreur dezhañ ha eontr dezhañ eo ar roue Bors. Tad eo d'ar marc'heg Galahad, ur marc'heg all da Arzhur.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoshañ skrid anavezet diwar-benn Lanselod eo hini Chrétien de Troyes, met sur eo e oa anavezet abretoc'h dre skridoù all. Meneget e oa bet e anv a-raok el levr Erec et Enide gant Chrétien, a skrive neuze e oa gwellañ marc'heg an Daol Grenn. Ouzhpenn-se e vije bet treuzskrivet Lanzelet alamanek Ulrich von Zatzikhoven diwar ur skrid provañsek savet gant un den anvet Daniel Arnaud, koshoc'h evit ar Chevalier de la Charette meneget a-us.
Er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lancelot ou le Chevalier de la charrette, romant gallek gant Chrétien de Troyes, skrivet entre 1176 ha 1181
- Lanzelet, romant alamanek gant Ulrich von Zatzikhoven, goude 1194.
- Lancelot-Graal, romant gallek skrivet war-dro 1225 ;
- Le Morte d'Arthur, romant saoznek gant Tomas Malory, ma vez meneg eus ar marc'heger ha ma kaver e anv war meur a rann eus an oberenn (Book III: "The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lac" (Caxton VI); Book VII: "Sir Launcelot and Queen Gwenyvere" (Caxton XVIII–XIX)))
-
Lanselod ha Gwenivar, Herbert James Draper, c. 1895
-
The Lady of Shalott Looking at Lancelot, John William Waterhouse, 1894
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lancelot and the Grail: A Study of the Prose Lancelot, Elspeth Kennedy (Clarendon Press, 1986)
- Lancelot Do Lac, the Non-Cyclic Old French Prose Romance, Two Volumes, Elspeth Kennedy (ed.) (OUP, 1980)
- Lancelot of the Lake, Introduction Elspeth Kennedy. Translation and notes Corin Corley (Oxford World's Classics)
- William Cole. "First and Otherwise Notable Editions of Medieval French Texts Printed from 1742 to 1874: A Bibliographical Catalogue of My Collection". Sitges: Cole & Contreras, 2005.
- The Princess, the Crone, and the Dung-Cart Knight, Gerald Morris (2008)
- K. Sarah-Jane Murray, "From Plato to Lancelot: A Preface to Chretien de Troyes," Syracuse University Press, 2008. ISBN 0-8156-3160-X
- Grail, Stephen R. Lawhead (Avon Books, 1997)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|