Liorzh Zen
Graet e vez liorzh Zen, eus ur seurt liorzhoù meinek japanat mod Karesansui 枯山水. Ur poull traezh kloz eo, n'eo ket don nemeur, ennañ traezh, grouan, mein hag, a-wechoù, leton pe elfennoù natur all. Implijet e vezont gant menec'h Japan en o frederiadennoù.
Templ Ryoan-ji
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpennet eo bet al liorzh vein a-benn kinnig ul lec'h prederiañ d'ar venec'h. Brudet eo evit hec'h efed habaskaat.
Tres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus eo ar strivoù bet graet a-benn displegañ tres al liorzhoù Zen. Setu lod anezho :
- Arouez ar mor eo ar grouan. Inizi Japan eo ar reier
- Ur vamm tigrez gant he re vihan eo ar reier; neuial a ra betek un aerouant
- Mont a ra ar mein da sevel ar c'hanji evit kalon pe meiz
Gwelet Ryōanji evit un dielfennadenn jedoniel eus ul liorzh vein.
Nevez zo ez eus bet kinniget gant an imbourc'hien Gert van Tonder eus skol-veur Kyoto ha Michael J. Lyons eus ATR Intelligent Robotics and Communication Labs e oa ar stummoù mein evit skeudenn subliminel ur wezenn. N'haller ket gwelet ar skeudenn-se evit gwir pa seller outo. Krediñ a ra d'an enklaskerien eo gouest an diemouez da spurmantiñ ur skeudenn etre ar reier. Kavout a ra dezho eo se zo pennkaoz da efed habaskaat al liorzh
Diskiblezh al liorzhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strizh eo an darempred etre ar rastellat grouan ha prederouriezh ar Zen o vezañ m'eo homañ pennabeg seurt liorzhoù. Skeudennaouet eo kement-se er "rikoù liorzhoù graet ha tout" heñvel ouzh an hini diskouezet a-us, a gaver da brenañ. Ganto, ne glask ket an den sevel ha derc'hel d'ul liorzh peurgaer, anezhi un draezenn diloc'h. Kentoc'h e klask amprouiñ ergerzh an design hag ar pleustriñ. Pa vez rastellet ul liorzh a-bezh n'hall an den kerzhet nemet war al lodenn n'eo ket bet kribet c'hoazh ha se n'hall ket bezañ graet hep penn. Evit en ober evel m'eo dleet (ha dre se ober e vad eus an ober) e ranker tizhout stad an anpreder ha koan stag ouzh an tabut-mañ a denn da galonenn ar Zen.
Azasadurioù ouzh tres ar gweledva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo azasaet meizad al liorzhoù Zen ouzh krouidigezh ur gweledva natur gwirheñveloc'h. Gwelet e c'hall bezañ er skeudenn a-is, ul liorzhig Zen lodek eus liorzh te japanat Park Golden Gate San Francisco. Ne weler ket war ar skeudenn dispaket amañ meur a vilienn vras war an tu kleiz war ribl ar gwelead bili enklozet gant ar bodoù tro-dro.
Burutelladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paot eo an dud, en o zouez kalz a liorzhourien veur eus Japan hag a arbennigourien war ar voudaegezh, a soñj dezho ez eo keal al "liorzhoù Zen" ur vojenn. Hervezo ez eo un ijinadenn gornôgel eus an XXvet kantved n'he deus ket da welet nemeur gant hengoun al liorzhañ e Japan. Kened al liorzhoù karesansui pe "liorzhoù sec'h" zo, hep mar ebet, dibar d'al liorzhoù stok ouzh an temploù Zen. Liorzhoù sec'h a c'haller kavout en-dro da diez, pretioù ha tavarnioù a-hend-all koulskoude. Ken gwir all eo e c'haller kavout liorzhoù a bep seurt en-dro d'an temploù ha n'eo al liorzhoù sec'h nemet ur seurt anezho.
E saozneg eo testeniekaet an termen liorzh Zen "zen garden" evit ar wech kentañ gant Loraine Kuck en e levr One Hundred Kyoto Gardens (100 liorzh eus Kyoto) bet embannet e 1935. N'eo ket testeniekaet an termen e japaneg dre skrid a-raok 1958. Soñjet e vez neuze n'eus bet graet gant kelennerien japanat zo eus ar goude-brezel nemet heuliañ ul lusk kornôgel ha degemeret eo bet an termen "liorzh Zen" ganto peogwir en doa graet berzh dija e-touez an estrañjourien.
En e oberenn Themes, Scenes & Taste in the History of Japanese Garden Art (Temoù, arvestoù & blizidigezh en istor arz al liorzhoù e Japan) bet embannet e 1988, e tispak Wybe Kuitert un arguzennadur don a-enep d'an darempred etre ar Zen hag ar c'haresansui : "Mesket eo bet gant Kuck e zielfennadur dezhañ e-unan ha merket en istor (XXvet kantved) gant ul liorzh kozh o tont eus un hengoun sevenadurel disheñvel. Setu perak eo kamm e zielfennadur. ... kavout a ra e lec'h (liorzh ar Grennamzer) en temploù Zen hag en annezioù ar vrezelourien peogwir e laka war wel un aergelc'h sevenadurel. Arvarus eo eta soñjal e teuje ar blijadur a sav diouto eus ur from relijiel kentoc'h eget eus ur from "stumm"."
Komz a ra ivez Kuitert eus al liorzh Zen diouzh ur sell boudaek : "(hervez Dogen) al liorzh a eztaolfe ar gwellañ Sarmon Bouda a vije netra. Da nebeutañ n'hallfe ket bezañ ul liorzh hegaer n'hall nemet diheñchañ an den diouzh klask gwirion ar Sklêrijenn." Abeget muioc'h eo soñj Kuitert gant an droidigezh graet gantañ eus bommoù ur manac'h eus marevezh Muromachi e Toh-ji: “Ne zlefe ket an dud en em ro d'ar voudaegezh ober war-dro liorzhoù. Lavaret eo en ur sutra eo bet dilezet penn-da-benn gant un den c'hoant gantañ prederiata, da-gentañ buhez ar bed ma c'hounezer arc'hant hag ivez ar gounit legumaj..."
Lavaret e vez implijet al liorzhoù gant menec'h Zen Japan zo a ya a-enep d'ar fed ma vez hogozik atav prederiataet en diabarzh ganto a-dal pe d'ur voger (Soto Zen) pe e-kreiz ur gambr (Rinzai Zen), ket a-dal d'ur gweledva avat. A-benn ar fin n'eus eus ar venec'h luc'hskeudennet o frederiata dirak ur gweledva nemet un arvest savet a-ratozh.
Gallout a reer kavout muioc'h a vurutelladennoù diwar-benn al "liorzhoù Zen" war Kazetenn al liorzhañ mod Japan.
Liammoù diavaez (e saozneg)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diskuilhet kevrin al liorzh Zen gant Neuroscience (Ret eo bezañ enskrivet)
- Diskuilhet kevrin al liorzh Zen gant Neuroscience (Melezour)
- Liorzhoù boudaat ha lec'hioù sakr
- Skeudennoù ha talvoudegezh al liorzhoù Zen
- Luc'hskeudennaoueg liorzhoù Zen japanat
- Burutelladennoù war an termen "Liorzh Zen"
- Pennad skol-veur Stanford war istor ha talvoudegezh liorzhoù japanat zo