Ludu
Neuz
Al ludu eo an danvez tanav a chom goude deviñ koad, glaou, geot, butun.
Al ludu diwar an oaled a vez datumet gant ur paliked. En tier pinvidik e veze lakaet ur plac'hig da naetaat an oaled ha da zastum al ludu. Diwar al labour-se e teu an anv hag ar vojenn Luduennig.
Labour-douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez al ludu diwar koad ha geot da demzañ an douar gant al labourerien-douar. Met an anv ludu a vez roet ivez da zanvez kimiek ha n'eo ket naturel a-wechoù.
Ludu korfoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deviñ korfoù an dud varv a vez graet e meur a relijion. Dastumet e vez al ludu e podoù, ha strewet a-wechoù.
Brudet eo Keith Richards da vezañ butunet ludu e dad.
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al ludu a oa arouez ar glac'har hag ar morc'hed er relijionoù kozh, ha kemeret e vent gant an dud da skuilhañ war o fennoù.