Mont d’an endalc’had

Mikel Laboa

Eus Wikipedia
Mikel Laboa e 1991

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Mikel Laboa Mantzizidor (Donostia, 15 a viz Mezheven 1934idem, 1añ a viz Kerzu 2008[1]) a zo bet unan eus brudetañ kanerien ha saverien kanaouennoù Euskal Herria.
En euskareg e kane Mikel Laboa peurvuiañ.

 Tad ar sonerezh euskarat  a vez graet anezhañ rak kalzik en deus levezonet ar remziadoù sonerien ha kanerien a zo deuet war e lerc'h. Evit aroueziañ kement-se e c'heller selaou ar bladenn anvet Txerokee, Mikel Laboaren Kantak ("Tcheroki : kanaouennoù Mikel Laboa"), embannet e miz Ebrel 1990 gant Elkar Argitaletxeak, ma klever remziadoù nevez ar ganerien rock ha folk o kanañ e ganaouennoù[2]. A-douez e bladennoù ez eo Bat-Hiru ("Unan pe dri", 1974) a reas ar brasañ berzh, gant meur a ganaouenn a zo troet da don broadel euskal Herrie, Txoria txori ("Un evn zo un evn") dreist-holl. Da wellañ pladenn en Istor Euskal Herria e voe lakaet Bat-Hiru gant lennerion ar gazetenn El Diario Vasco[3].

Ganet e oa bet Mikel Laboa d'ar 15 a viz Mezheven 1934 e Donostia, kêr-benn proviñs Gipuzkoa.

Bet eo bet tost da zaou vloaz o chom e Lekeitio, Bizkaia, pa oa bugel. Er {{bloavezhioù 1950]] e studias ar vezegiezh hag ar bredvezegiezh en Iruñea, Navarra. Evel-se e voe kaner ha mezeg war an dro e-pad tost da ugent vloaz. Ober a rae war-dro bugale e rann nervvredvezegiezh evit bugale ospital Patronato San Miguel e Donostia.

Pa oa studier e oa troet kalzik war ar sonerezh, ha plijout a rae dezhañ kanerien ha sonerien evel Atahualpa Yupanqui ha Violeta Parra. Koulz hag int e lavare bezañ un arzour politikel. Kentañ gwech ma kanas war ul leurenn e voe e 1958 en Teatro Gayarre en Iruñea.

Asambles gant arzourien euskarat all e krouas er bloavezhioù 1960 ur strollad kanerien ha barzhed anvet Ez Dok Amairu ("N'eus niverenn 13 ebet") hag a glaske reiñ buhez d'ar sevenadur euskarat a oa bet o kousket e-pad bloavezhioù renad Francisco Franco, ur jeneral a renas hag a waskas war ar vro gant taerded adalek ar bloavezhioù 1930 betek ar bloavezhioù 1970. Dre ar strollad-mañ e teuas Mikel Laboa da vezañ anavezet, evel Benito Lertxundi, ha da sonerezh nevez euskarat e voe lakaet o oberennoù.

Lavarout a reer ez eo oberenn M. Laboa unan hag a gemmesk an hengoun, ar varzhoniezh hag an ijinusted en e ganaouennoù e-kerzh ar bloavezhioù '60 ha '70, oc'h enskrivañ enno e zoare d'ober hag o kanañ anezho ouzhpenn gant ur vouezh dibar, souezhus. En e oberenn e kaver kanaouennoù kozh adkanet en un doare modernoc'h, barzhonegoù skrivagnerien evel Bertolt Brecht, ha reoù all savet gantañ. E bladenn Lekeitioak (1988) zo souezhus e meur a geñver, rak diazezet eo war huchadennoù ha trouzadelloù ; er c'heñver-se e oa kalz a-raok e goulz hag a-raok kanerien evel Bjork pe reoù all a zo anezho bremañ.

Abadenn ziwezhañ Mikel Laboa, miz Gouere 2006 e Donostia

Un nerzh ijinañ a oa gant Mikel Laboa, ha kement-se e-pad 35 bloaz, ken e oa erru kozh pa n'helle ken kanañ war ul leurenn. Kenlabouret en doa gant rr soner jazz Iñaki Salvador ivez.

Meur a hini eus e ganaouennoù gwellañ zo er film La pelota vasca — La piel contra la piedra ("Ar vell euskarat — Ar c'hrochen enep ar maen"), un diellfilm bet savet e 2003 gant Julio Medem[4].

E abadenn diwezhañ a zo bet e Donostia d'an 11 a viz Gouere 2006 e penn-kentañ abadenn Bob Dylan da geñver ar "Sonadeg ar Peoc'h" bet dalc'het e Donostia war an aod[5].

Niverennet e vez titloù pladennoù Laboa. Kregiñ a reas gant ar c'hustum-se pa deuas er-maez e ziv bladenn gentañ Bat-Hiru (1-3) e 1974. Ar bladenn 2, gant kanaouennoù savet diwar oberennoù Brecht a oa bet berzet gant kontrollerezh "Franco". Goude e teuas ar bladenn zoubl Lau-Bost (4-5) and 6. E bladennoù Lekeitios a oa en dastumad-se pladennoù 7 da 11, daoust ma ne voe gwerzhet dre zindan ken nemet un dastumad (kompil'). Goude e teuas er-maez an niverenn 12, an niverenn 13 o vezañ miret gant e strollad arzourien gozh Ez Dok Amairu, o talvezout kement ha "N'eus 13 ebet" en euskareg. Goude-se e voe tro an niverenn 14, ha div bladenn ez-vev 15 ha 16. E diavaez an dastumadoù "kompil" ez eus bet an niverenn 17 anvet Xoriek.

E genlabour diwezhañ a oa gant ur strollad eus Pasaia anvet Naizroxa, e-lec'h ma ne ganas ken nemet ur ganaouenn, an hini gentañ war o fladenn gentañ, "Iqharaturic."

Marvet eo Mikel Laboa d'an deiz 1añ a vis Kerzu 1, 2008 en un ospital e Donostia-San Sebastián d'an oad a 74 vloaz.

  • Lau herri kanta, 1964
  • Ursuako Kantak, 1966
  • Bertold Brecht, 1969
  • Haika Mutil, 1969
  • Euskal Kanta Berria, 1972
  • Bat-Hiru, 1974
  • Lau-bost, 1980
  • 6 (Sei), 1985
  • Lekeitioak, 1988
  • 12 (Hamabi), 1989
  • 14 (Hamalau), 1994
  • Mikel Laboa Zuzenean, 1997
  • Zuzenean II - Gernika, 2000
  • 60ak+2, 2003
  • Xoriek - 17, 2005

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) 'El País, 01 Kerzu 2008. Kavet : 03 Mae 2022.
  2. (eu) 'Txerokee, Mikel Laboaren Kantak'. Kavet : 03 Mae 2022.
  3. (es) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 03 Mae 2022.
  4. Mikel Laboa: Basque singer central to his culture's revival The Guardian, 9 December 2009, retrieved on 2009-12-09