Mont d’an endalc’had

Stepanakert

Eus Wikipedia
Gwel eus Stepanakert.

Stepanakert (en armenieg: Ստեփանակերտ), Xankəndi (en azerieg), a zo ur gêr eus Azerbaidjan ha kêr-benn republik Nagorno-Karabac'h, ur republik disrannour ha n'eo ket kontrollet gant gouarnamant Azerbaidjan.

Hervez an dielloù armeniek e oa anvet Vararakn da gentañ. Anvet e oa bet Xankəndi e 1847 gant an Azerbaidjaned hag e teuas da vezañ Stepanakert e 1923 en enor da Stepan Chahoumian. Distroet eo en hec'h anv Xankəndi goude dizalc'hiezh Azerbaidjan e 1991. E-pad brezel Nagorno-Karabac'h eo bet bombezet ha distrujet kêr gant arme Azerbaidjan, dreist-holl e penn kentañ 1992 pa deue tennoù kanolierezh eus kêrioù Xocalı ha Şuşa. Ne chome nemet 50 000 annezad enni e 1992 pa oa 70 000 a-raok ar brezel.

Hiziv an deiz eo kêr-benn republik nann-anavezet Nagorno-Karabac'h.