Saonenn
Neuz
(Adkaset eus Traoñienn)
Un draoñienn[1] pe traonienn[2] pe saon pe saonenn[3] zo un dachennad douar izel etre menezioù pe torgennoù. Gallout a ra bezañ bras pe bihan. Deveret eo eus traoñ.
Douarouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh meur a brosesus douaroniel e c'hell bezañ stummet an traoñiennoù :
- traoñiennoù skorneglec'h dezho ur stumm un U (e-lec'h ar stumm boas e V) hag a zo bet krouet, miliadoù a vloazioù 'zo diwar galloud krignat divent ar skornegi. Kavet e vezont e menezioù hir evel an Alpoù, hag e broioù kompesoc'h evel Takad al Lennoù e Bro-Saoz hag er C'hanada a-bezh.
- e traoñienn ar Rift en Afrika e weler disoc'hoù flastradurioù etre plakennoù tektonikel.
- e Bro-Elzas-Bro-Vaden e weler disoc'h palaradeg un dailhenn venez diwar frailhoù kenstur. Anvet e vez an draoñienn-mañ ur foz tektonikel.
- an abeg pennañ evit krouidigezh an traoñiennoù a zo peurliesañ disoc'h ar grignerezh a ra an dourioù o redek, dindan stumm an dourredennoù.
Traoñiennoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Traoñienn an Indus, e Kornôg iskevandir Indez
- Grand Canyon, en Arizona
- Traoñienn ar Marv, e Kalifornia
- Traoñienn al Liger, e Bro-C'hall ha Breizh
- Traoñienn Napa, e Kalifornia
- Traoñienn ar RonPetra eo?
- Traoñienn ar Roueed, en Egipt
- Traoñienn ar Rift bras, en Afrika ar Reter
-
Traoñienn ar Bleuñv en Uttarakhand, en India
-
Traoñienn e U e Park Broadel Glacier e Montana, er Stadoù-Unanet
-
Traoñienn Harau e Sumatra ar C'hornôg, en Indonezia
-
Ur sell eus Orosi, e Costa Rica
Traoñiennnoù treoabl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez e c'heller kavout stummoù nes d'an traoñiennoù war ar planedennoù hag al loaroù. Marteze eo bet krouet traoñiennoù al Loar diwar un regennad toulloù-diskarg dre stekiñ. Traoniennoù bihan a c'hell dont eus flodoù al lavaoù pe eus bihannadur lederezhioù al lavaoù p'edont o yenaat.
Bez ez eus un draoñienn hir-kenañ war ar blanedenn Meurzh, Valles Marineris hec'h anv ha 4000 km e hed.
Traoñiennoù er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Na glas e oa ma zraoñienn, ur romant saoznek gant ar skrivagner kembreat Richard Llewellyn
- Traoñienn ar Sent, e Karnoed
Sell ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- canyon
- kanienn
- flondrenn
- fjord, a zo un draoñienn aloubet gant ar mor
- geomormorfologiezh
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Geriadur an Here.
- ↑ Traonienn e Geriadur Hemon-Huon, 1993.
- ↑ E Geriadur Hemon-Huon, 1993.