meur a hini
Neuz
Brezhoneg
Troienn raganv
meur a hini
- Meur a hini a lâre bezañ gwelet sklêrijenn er chapel, da hanternoz, ha klevet ha gwelet traoù spontus, ha den na grede tostaat eno, ur wezh ma vije deut an noz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 293.)
- Kaer o deveze Yann, Fañch ha Mari-strap-latenn pilat o genou, meur a hini dre amañ ne ouie ket fraezh-mat piv 'oa Renan, pe vat en devoa graet, pe betra 'oa tamallet dezhañ. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 58.)
- Meur a hini a zo bet gennet gant hennez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- meur a hini anezho
- implijet evel ul liester
- Meur a hini a zonjas en o heur diveza ; hini ebet, koulskoude, ne gredas lavaret en doa aon. Nann, ne lavarer morse an dra-ze... — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 29.)
- Meur a hini en deskas diwar o c'houst. — (PGAZ, p. 34.)
- Meur a hini zo bet em atant, met a-benn ur sizhune vezent marv gant ar skuizhder. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 207.)
- Meur a hini a zo bet o klask laerez diwar he c’houst, met holl int bet tapet ganti, kredabl, rak nikun anezo n’eo bet deuet ac’hano. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 122.)