Mont d’an endalc’had

bezin

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(Furm verb 1) Savet diwar bez-, pennrann ar verb bezañ, hag an dibenn-ger -in
(Furm verb 2) Savet diwar bez-, pennrann ar verb beziañ, hag an dibenn-ger -in

Furm verb 1

bezin /ˈbeː.zĩn/

  1. Furm hir ar verb bezañ e kentañ gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ
— [...] ; mont da ober eun dra a rankan, ne vezin ket pell, hag, a-raok ma vezi skuiz ouz va gortoz, me a vezo distro adarre d'ar gear. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 5.)
— Ma c'houlennan eta diganeoc'h piv eo an desketañ en ti, ne vezin respontet na gant ki na gant kazh, evel en amzer gozh. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 9.)
— « Ra vezin-me leon c'hwec'h gwech brasoc'h evit ar brasañ zo, [...] ! » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 135.)
— « Ra vezin-me bran ! » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 135.)
— « Ra vezin-me den bremañ ! » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 135.)
— [...]. Da c'hedal ma vezign distro, diouallit mad n'e daio kuit ar re a zo kuzed a-ze etouez. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 26.)
Kerlaban. — Gedit ma vezin klanv da genta ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 21.)
— Sur e vezin : an dornadeg a vezo e ti va zad. [...]. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)

Stummoù rannyezhel

Ar furm hir bezin a vez graet ganti e gwalarn Breizh, e-lec'h hini bin e kornioù all : Pêr ar Rouz, Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, quand je serai.

Troidigezhioù

Furm verb 2

bezin /ˈbezjin/

  1. Furm ar verb beziañ e kentañ gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ

Troidigezhioù