klask pemp troad d'ar maout
Neuz
Brezhoneg
- Diwar ar verb klask, an anv-gwan pegementiñ pemp, an anv-kadarn troad, an araogenn da, ar ger-mell strizh ar, hag an anv-kadarn maout.
Troienn verb
klask pemp troad d'ar maout /Distagadur ?/
- Klask ober traoù diaes pa n'eus ket ezhomm
- An Ap. — [...]! Hennez n'ema ket e chal gant an nevezentiou ha ne vo ket gwelet biken o vont da glask pemp troad d'ar maout ! [...] ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 15.)
- Hogen, me gav din emañ o klask pemp troad d'ar maout en ur c'hoantaat sevel ur stal boteier er barrez-mañ. — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 52.)
- N'az-teus ket ezomm da glask pemp troad d'ar maout. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 259.)
- N'eo ket red klask pemp troad d'ar maout. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 338.)
- Ne dalv ket a boan dit klask pemp troad d'ar maout. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 403.)
- Hogen da gentañ e klaskis « pemp troad d'ar maout », evel ma lavaromp dre amañ. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 119.)
- Klask pemp troad d'ar maout a reont. — (Goulc'han Kervella, Lara, Al Liamm, 1989, p. 220.)
Troidigezhioù
- katalaneg : buscar tres peus al gat (ca) klask tri fav d'ar c'hazh
- galleg : chercher la petite bête (fr) , chercher les complications (fr) , chercher midi à quatorze heures (fr)