Mont d’an endalc’had

Kaotigell

Eus Wikipedia

Ar gaotigell zo ur meskad gelekaet frouezh ha sukr poazhet a-gevret, en ur gaoter pe ur gastelodenn. Pegus eo abalamour d'ar sukr, ha kemmañ a ra he fetister gant ar rizhenn frouezh a zo implijet. Kaolenniñ a ra mui pe vui diouzh padelezh ar poazhañ. Gant frouezh a bep seurt a c'haller ober, diveinet pa vez ezhomm ha troc'het a dammoù alies : sivi, abrikez, lus du, prun, kastrilhez-ruz, avaloù, kerez, pechez, aval-stoub, flamboez, lus-gwern... A-wechoù e reer gant chug ar frouezh, hep o bouedenn. Kaotigell plant zo ivez (bleuñv, rubarb...). Dre ledanviñ e komzer eus kaotigell laezh pe koñfitur laezh ivez.

Al lip-e-bav-se a c'hall bezañ debret war un tamm bara, e-barzh ur yaourt plaen pe ur vignezenn.

Rizhennoù kaotigelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hoñfitur a zo ur rizhenn gaotigell gant tammoù frouezh e-barzh. N'int dispennet, teuzet-tre eta. Sonnoc'h pe vlotoc'h e c'hall bezañ ar c'hoñfitur diouzh padelezh ar poazhañ. Tost heñvelster ar gaotigell eo.

Ur rizhenn gaotigell c'hwevr pe drenk eo ar varmeladenn, graet gant agrum (orañjez ha sitroñs an aliesañ). Chug ha plusk a vez implijet, ha n'eo ket chug ha bouedenn ar frouezh. Tammoù plusk a chom e-barzh eta.

Chutney, a orin indian, zo graet gant frouezh, sukr, spisoù ha louzeier. Etre ar gaotigell hag an hilienn emañ.

Setu roll ar boued graet gant frouezh ha sukr, eus an hini sonneloc'h d'an hini liñveloc'h :

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]