Chantenay
Chantenay zo ur gumun gozh e Liger-Izelañ, stag bremañ ouzh kumun Naoned.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ribl al Liger emañ, e penn Su Erv Breizh. Ur c'harter eus Kornôg Naoned eo bremañ, hini Bellevue-Chantenay.
Emañ an Duchenn Santez-Anna a-us al Liger. Pelloc'h a-hed al Liger ez eus un takad greantel.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra he anv eus al latin Cantenacum pe Villa Canteni, eus an anv-den Cantenos, ur perc'henn douar pinvidik eus ar mare galian-roman. Kresket he deus ar gêriadenn tro-dro d'an domani-se.
« Chantenay » koulz ha « Chantenai » a veze skrivet en teulioù melestradurel. « Chantenay-sur-Loire » a oa implijet en un doare ofisiel etre 1887 ha 1908.
Kas a ra Albert Dauzat d'ar stumm Cantenac dre un anv den galian, Cantenus, eus Cantius gant al lostger -acum; un anv-den galian-roman eo Cantinius[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe kumun Chantenay e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e voe lakaet e Kanton Naoned-6[2].
Staget e voe kumun Chantenay ouzh kumun Naoned e 1908[2], war un dro gant Doulon.
Kalz chanterioù-bigi zo bet e Chantenay.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chantenay-izel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mengleuz kozh Misery
- Rizerezh Levesque, staliet gant Louis-Auguste Levesque e 1860 hag oberiant betek 1939 (straed Réaumur, en takad greantel).
Bourc'h kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Domani an Abati, el lec'h m'emañ lise an Abati bremañ
- Iliz Sant-Marzhin
- Presbital savet er XVvet kantved (straed ar Réformés)
- Kenkiz anvet "Pavillon chinois"
Tolead Gwalarn (Dervallières, Carcouët)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kastell Carcouët, eus an XVvet kantved, distrujet e 1970 evit sevel ur skolaj
- Kastell an Dervallières savet er XVvet kantved ivez, adsavet en XIXvet kantved, distrujet er bloavezhioù 1980
-
Iliz Sant-Marzhin Chantenay
-
Iliz Santez-Anna Naoned
-
Ar Mirdi Jules-Verne ha delwenn Santez Anna, war duchenn Santez-Anna
-
Dismantroù kastell an Dervallières
-
Al Liorzh dreistordinal e mengleuz kozh Misery
Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 1906
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mammenn : EHESS[2]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ti ma oa an ti-kêr gwechall ez eus un adti-kêr bremañ.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nicolas Paulus de Fontenil, selaouer ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1700
Ar familh Crucy :
- Mathurin Crucy, marvet e Chantenay d'ar 7 a viz Du 1826 ;
- e vab Félix Crucy, maer Chantenay etre 1832 ha 1838.
Ardamezeg ar familhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 • Embannadur 1890
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Cassini - EHESS - Fichenn kumun Chantenay