ar Gov
Neuz
Ar Gov zo un anv-tiegezh brezhonek hag anv ur vicher gozh : ar gov. Stank e vez kavet e Breizh hag e lec'hioù all ma'z eus tremenet Bretoned.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kavout a reer ar Goff, ar Go, ar Gow, ar Govig.
- E galleg : Le Goff, Le Goffic, Le Govic.
Anvioù par er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e kerneveureg : Angove (An Gov), Goff, Goffe, Trengove
- e gouezeleg : Mac Gabhann (MacGowan)
- e saozneg : Smith. Kavet e vez an anv Goff en East Anglia abalamour d'ar Vretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg Gwilherm II (dug Normandi)
- en alamaneg : Schmidt
- e nederlandeg : Smet, Smets, Smit, Smits
- e galleg : Lefebvre, Fèvre, etc
- e spagnoleg : Ferrero, Herrero
- e katalaneg : Ferrer, Ferré
- en okitaneg : Fabre, Faure
- e ruseg : Kouznetsov
- e poloneg : Kowalski
- e meur a yezh slavek : Kovaltchouk
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Pierre (1716-1790) hag e vab Paul Le Goff (1754-1840), orfebourien eus Montroulez
- Pier ar Go (1860-1941), beleg, yezhour
- Élie Le Goff (1858-1938), kizellour
- Charlez ar Govig (1863-1932), barzh, skrivagner hag emsaver
- Alan ar Gov (1881-1926), beleg ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek
- Yeun ar Gow (1897-1966), skrivagner brezhonek
- Alain Le Goff (g. e 1942), konter
- Tristan Le Govic (g. 1976), telennour
- Vincent Le Goff (g. 1989), melldroader
- Damien Le Goff, mestrc'hoarier echedoù
- Yael ar Gov, skrivagnerez vrezhonek
- Jacques Le Goff (1924-2014), istorour
- Alain Chamfort (g. e 1949), anv-leurenn Alain Le Govic, kaner
- Helen Lyndon Goff (1899-1996), skrivagnerez, anavezetoc'h dindan an anv Pamela Lyndon Travers
- Michael An Gof (m. e 1497), emsaver
- Nathan Goff Jr. (1843–1920), senedour
- Trish Goff (g. 1976), diskouezerez-c'hiz
- Jared Goff (g. 1994), c'hoarier melldroad amerikan
- Phil Goff, politikour
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gofannon, un doue er mojennerezh predenek, a vije bet roet e anv da Rosko ha Plougoñ
- Ar Govelioù, kumun gozh ha kreiz douaroniel Breizh
- Kerango, Kerangoff : "kêr ar gov", anv meur a lec'h e Breizh (karter e Brest)
- Le Goff, ur gêriadennig en Alberta, e Kanada
- Goff, anv meur a gêriadenn er Stadoù-Unanet