Ares
- Evit implijoù all, gwelet Ares (disheñvelout).
Ares (henc'hresianeg: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa unan eus doueed gwengelouriezh Hellaz, mab da Zeus ha da Hera, hag unan eus daouzek doue meur an Olympos. Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olympiat ar brezel e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad[1]. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud Henc'hres, douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav[2]. Lezc'hoar speredek Ares, Athena, a veze sellet outi ivez evel unan eus doueezed ar brezel, met tachenn Athena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an Draked varbar ha brezelekaus (Ilias 13.301; Ovidius, Ars Amatoria, II.10). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant Afrodite[3].
Sellout a rae ar Romaned outañ evel ouzh ur stumm eus an doue Meurzh, doue roman ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh Athena).
Kehelerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma oa un doue a veze anv anezhañ alies gant ar varzhed, Ares ne veze ket kehelet alies e Bro-C'hres, nemet e Sparta e vefe. Eno e veze pedet a-raok an emgannoù evit kaout e skoazell, ha, daoust ma kemer perzh e savidigezh Tebez, ne gemer ket perzh e kalz mojennoù[4].
E Sparta e oa un delwenn eus an doue chadennet, evit diskouez e oa arabat da spered ar brezel hag ar viktor kuitaat ar geoded. Gouzout a reer ivez e oa un templ e Lakonia gant ur c'hoad sakr ma veze lidet ur gouel bep bloaz a oa difennet ouzh ar merc'hed tostaat dezhañ[5]. E Sparta ivez, aberzh ktonek ur c'hi da Enyalios e-doug an noz a zeuas da vezañ hevelebekaet ouzh kehelerezh Ares.
Templ Ares a weled en agora Aten da vare Paosanias, en IIvet kantved goude JK, a oa bet gouestlet dezhañ da vare an impalaer Aogust; e gwirionez e oa un templ Roman da Veurzh. Emañ an Areopagos, "tuchenn Ares" en Aten, e-lec'h ma prezegas Paol Tarsos, nepell diouzh an Akropolis. Abaoe ar prantad arkaek e oa bet dalc'het prosezioù eno. E liamm gant Ares, diazezet war ur gerdarzh gaou marteze, a c'hallfe bezañ savet evit displegañ an anv-lec'h hepken.
En Olympia e oa un aoter gouestlet da Ares[6]. Azeulet e veze tro-dro da Degea (gant an anv Ares Afneo)[7]. E-kichen Tebez e oa ivez ur stivell gouestlet da Ares[8].
Doue ar veñjañs eo Ares ivez. Abalamour da se e vez touet war e anv pa vez graet leoù bras. Da skouer el le touet gant Ateniz yaouank e-pad o efebiezh.
Arouezioù Ares
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ares en doa ur c'harr stlejet gant pevar stalon divarvel dezho bridoù aour[9] hag a c'hwezhe tan. E-touez an doueed e veze anavezet Ares a-drugarez d'e hobregon. E gwirionez e vez diaes anavout anezhañ er skeudennoù a weler war ar prierezh gresian. Gallout a re bezañ diskouezet evel un den yaouank armet gant ur gouzifiad hag un tokarn en emgannoù pe dindan stumm ur brezelour en oad gour gant ur barv. E evned sakr a oa ar gaouenn wenn, ar gazeg-koad, an toud meur hag, er su dreist-holl, ar gup. Hervez an Argonautica[10] ; Hyginus, Fabulae 30) evned Ares (Ornithes Areioi) a oa un nijad evned a ziwalle neved an doue e bro an Amazonezed, war aod un enezenn er Mor Du.
Ares er vitologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koskor Ares
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deimos ha Fobos a oa bugale Ares hag Afrodite hag a oa speredoù ar spouron hag an aon. C'hoar ha kompagnunez an Ares muntrer a oa Eris/Enyo, doueez ar feulster hag al lazherezh. Heuliet e veze Ares gant Kydoimos, spered toumpi an emgann, ha gant ar Mac'hai ("emgannoù"), an Hysminai (muntroù), Polemos (ur spered eus ar brezel ; un anv-gwan stag ouzh anv Ares moarvat), ha merc'h Polemos, Alala, un doueez a oa ar personeladur eus kri brezel ar C'hresianed, hag a veze implijet hec'h anv gant Ares e-unan da gri brezel.
Diazezadenn Tebez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemer a ra Ares ur perzh er vojenn a zispleg orin keoded Tebez (Thebai). Kadmos en doa kavet ul lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour evit lidañ un aberzh da Athena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha kadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Athena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh al leur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted. Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares e oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Tebez. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h.
Ares hag Afrodite
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er vojenn kanet gant ar barzh e palez Alkinoos[11], doue an heol, Helios, a spie Ares hag Afrodite hag en em gave e kuzh e palez Hefaistos, hag e roas da c'houzout buan da bried afrodite pa sourprenas anezhe diouzh ar mintin. Divizout a reas Hefaistos tapout ar c'houblad e gwall, hag e savas ur roued metal evit hualañ an amourouzien. A-drugarez dezhañ e tapas an daou zoue, Ares hag Afrodite, lakaet dic'houest da fiñval e-kreiz o flijadur. Hefaistos avat ne oa ket plijet gant e veñjañs. Pediñ a reas neuze holl zoueed an Olympos da zont da sellet ouzh an daou brizoniad. Nac'hañ a reas an doueezed gant ar vezh pa ne ve ken, an doueed avat a zeredas da ober un taol-lagad. Lod a bouezas war kened Afrodite, lod all a zisklêrias o dije c'hoant bras da eskemm o flas gant hini Ares, met an holl a c'hoapaas an daou amourouz. Ur wezh dishualet ar c'houblad, Ares, lakaet diaes, a zistroas d'e vro c'henidik, Trakia[12]
En un danevell savet kalz diwezhatoc'h e kaver an elfenn etrelakaet da-heul, Ares a lakaas Alektryon e-kichen an nor evit reiñ da c'houzout dezhañ pegoulz ez errufe Helios, rak hemañ a flatrje difealded Afrodite ma tizoloje anezhe. Alektrion avat a vanas kousket. Helios a zizoloas an amourouzien hag a roas da c'houzout da Hefaistos. Ares, imoret-kenañ an tamm anezhañ, a droas Alektrion e kilhog, hag hiviziken hennezh ne zisoñj morse da reiñ da c'hoût emañ an heol o sevel siouzh ar mintin.
Drouklazh Adonis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur priñs eus Kiprenez e oa Adonis. Karet e oa bet gant Afrodite. Genel a reas ur verc'h dezhañ, hec'h anv Beroe. Hervez Nonnos[13] e voe lazhet Adonis gant Ares, hag eñ e stumm ur bouc'h gouez, dre warizi outañ, pa oa o jiboesaat. Hervez an destenn e ouie Afrodite en a-raok ar pezh a c'hoarvezfe gant he c'hariad. Hervez skrivagnerien all avat e voe muntret Adonis gant Apollon[14].
Ares hag ar ramzed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur vojenn arkaek danevellet en Ilias gant an doueez Dione d'he merc'h Afrodite, daou ramz ktonian, an Aloaded, anvet Otos hag Efialtes, a ereas Ares gant chadennoù hag a lakaas anezhañ en un jarl arem, ma chomas e-pad trizek miz, ur bloavezh loar. Hervez ar skoliour[15], ez eo abalamour m'en doa lazhet Adonis, fiziet en Aloaded. "Hag e vije bet diwezh Ares hag hini e zoug d'ar brezel, ma ne vije ket bet lavaret ar pezh o doa graet da Hermes gant Eriboia goant, lezvamm ar ramzed yaouank" emezi[16],[17]. Ares a chomas da huchal er jarl ken na zeuas Hermes da sikour anezhañ. Artemis a lakas an Aloaded da lazhañ an eil egile dre finesa.
Savet e vije bet ar vojen-se evit displegañ ur gouel hag a veze dalc'het bep 13 miz, ha ma veze aotreet a bep seurt dizurzhioù hervez Burkert[18].
Mojenn an Areopagos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Euripides[19] hag Hellanikos[20], pa droas e penn Halirrothios, mab Poseidon, gwallañ Alkippe — merc'h Ares hag Aglaoros, merc'h Kekrops —, e voe lazhet gant an doue. Abalamour d'an drouklazh-se e oa kaset Ares dirak lez-varn Doueed an Olympos, war ur grugell a gemeras e anv (Areopagos), war goulenn Poseidon. Hervez Euripides ne voe bet kondaonet. Hervez Paniasis[21], avat, e vije bet kondaonet Ares da labourat e-touez an dud varvel, evit digoll an drouklazh.
An Ilias
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ilias[22], Homeros a gomz eus Ares evel un doue n'en deus na lealded na tamm doujañs ouzh Themis, urzh reizh an traoù : prometiñ a ra da Athena ha da Hera en em ganno diouzh tu an Akeaned, met gounezet eo gant Afrodite ha stourm a ra diouzh tu an Droianed[23]. E-doug ar brezel e stourm Diomedes ouzh Hektor ha gwelet a ra Ares oc'h en em gannañ diouzh tu an Droianed. Reiñ a ra an urzh d'e soudarded da gilañ goustadik. Hera, mamm Ares, a wel he mab war an dachenn emgann ivez hag e c'houlenn digant Zeus, e dad, an aotre da lakaat Ares da guitaat an emgann. Hera a boulz Diomedes da dagañ Ares, kement ha ken bihan ma taol ur speg ouzh Ares a laka an daou arme da grenañ gant an aon o klevet e huchadennoù. En em gemer a ra Athena outañ ivez. Tec'hout a ra neuze an doue da venez Olympos, ar pezh a laka an Droianed da souzañ d'o zro (XXI.391). Diwezhatoc'h ec'h aotre Zeus an doueed da gemer perzh en emgann en-dro. Klask a ra Ares neuze en em gannañ gant Athena evit dialañ ar gloaz en deus bet, met gloazet-fall en em gav en-dro pa stlap an doueez ur pikol roc'h outañ. Koulskoude, pa ra anv Hera eus marv mab Ares, Askalafos, e-pad un diviz gant Zeus, Ares a ziroll da ouelañ hag e fell dezhañ mont d'en em gannañ en-dro diouzh tu an Akeaned, daoust da urzh Zeus n'afe doue ebet da gemer perzh en emgann. Athena a harz Ares hag a sikour anezhañ da dennañ e hobregon (XV.110-128).
Emgann gant Herakles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez anv a-wezhioù eus ur mab da Ares, Kyknos, a oa ur muntrer ken kriz ma klaskas sevel un templ gant klopennoù hag eskern ar veajerien. Herakles a lazhas an den euzhus-se, hag e sachas warnañ e-giz-se fulor Ares a dagas anezhañ. Hemañ a oa diskaret div wezh gant an haroz ha gloazet fall ouzhpenn kement ha ken bihan ma rankas mont kuit[24].
Karantezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez amourouzien Ares e kaver (en eil renk, ar vugale ganet diwar ar c'harantezioù-se) :
Ares er sevenadur poblek a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ares eo an enebour pennañ er c'hoari video God of War. Kratos, an haroz pennañ, a oa ur brezelour a gehele Ares, met hemañ a lakas anezhañ da lazhañ e wreg hag e verc'h. Gant sikour an doueed all, Kratos a lazh Ares hag a zeu da vezañ doue nevez ar brezel.
Ares eo anv unan eus an doueed faos eus ar romant Ilium, skrivet gant Dan Simmons.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Walter Burkert, Greek Religion (troidigezh eus al levr orin en alamaneg Griechische Religion des archaischen und klassichen Epoche, 1977), Blackwell, Oxford, 1985 (ISBN 978-0-631-15624-6), p. 169-170.
- (en) Timothy Gantz, Early Greek Myth, Johns Hopkins University Press, 1993 pp ;78-81.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ . Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar VIvet kantved da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works, Digoradur : I. "The Sources"
- ↑ "Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme Zeus dezhañ en Ilias ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".
- ↑ Homeros Odysseia VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh Ovidius. Ars Amatoria Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A Neptun : Gwener a red da Bafos: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh Statius, Tebaid VII. 42; Herodotos IV. 59, 62.
- ↑ Burkert 1985, p.169
- ↑ Paosanias III.22.6.
- ↑ Paosanias V.15.6.
- ↑ Paosanias VIII.44.7, 48.4.
- ↑ Pseudo-Apollodoros III.4.1.
- ↑ Ilias V.352
- ↑ II.382ff ha 1031ff
- ↑ Odysseia 8.300
- ↑ Odysseia, gw. 8.295, "... hag an daou gariad, dihualet eus an ereoù a boueze warne, da lammat hag i kuit diouzhtu, ha doue ar brezel etrezek Trakia, tra ma'z ae Karantez gant he c'hoarzh da Bafos...".
- ↑ Nonnos, Dionysiaca 42.1f
- ↑ Ptolemaios Hefaestion, Istor nevez Bk1 (hervez an diverrañ savet gant Fotius, Myriobiblon 190)
- ↑ Ilias V, 385.
- ↑ Homeros, Ilias V.385-391 ; Apollodoros (I. 7. § 4)
- ↑ Burkert, Greek Religion, 1985, p. 169
- ↑ Burkert, p. 169.
- ↑ Elektra (gw. 1258–1262). Skrid enlinenn
- ↑ Hellanikos (4F38).
- ↑ Frag. 3 PEG.
- ↑ Daveoù da oberoù Ares en Ilias zo dastumet e www.theoi.com
- ↑ Ilias gw. 699
- ↑ Pseudo-Hesiodos, Skoed Herakles 357–167 ; 424–466 ; Apollodoros II.114
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |