Mont d’an endalc’had

Blue Öyster Cult

Eus Wikipedia
Blue Öyster Cult
Arouez BÖC
Arouez Blue Öyster Cult
Orin Long Island, New York
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Stil Heavy metal

Padelezh 1967 - bremañ
(Soft White Underbelly
betek Blue Öyster Cult)
Embannerion Columbia Records
CMC International
Izili
Donald "Buck Dharma" Roeser (1947– )
Eric Bloom (1944– )
Allen Lanier (1946-2013)
Albert Bouchard (1947– )
Joe Bouchard (1948– )

Blue Öyster Cult, berraet alies e BÖC, zo ur strollad sonerezh heavy metal bet ganet e Long Island, e Stad New York er Stadoù-Unanet e 1971.
Doare psychedelic rock o fladenn gentañ (1972) a voe deroù ur remzad a bad betek hiziv : 24 milion a bladennoù bet gwerzhet er bed a-bezh. Gant video o c'hanaouenn Burnin' for You e rojont lañs e 1981 da ziorroadur ha berzh ar video sonerezhel e sevenadur ar bobl.
Hiziv an deiz e kendalc'h sonerezh Blue Öyster Cult d'ober berzh, koulz war al leurenn[1], er sinema, er skinwel, ar bruderezh hag an abadennoù sport zoken.

Gwellañ aozadur BÖC evit a sell ouzh ar berzh hag ar badelezh e oa Donald "Buck Dharma" Roeser (penngitarour, kan), Eric Bloom (pennkaner, gitar-lusk, klavieroù), Allen Lanier (pennklavieroù, gitaroù, kan), Joe Bouchard (gitar boud, kan) hag Albert Bouchard (toumperezh, toserezh).
Er strollad a hiziv emañ D. Roeser hag E. Bloom bepred, koulz ha Jules Radino (toumperezh, toserezh), Richie Castellano (klavieroù, gitaroù, kan) ha Kasim Sulton (gitar boud).

Roll pladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Blue Öyster Cult (1972)
  • Tyranny and Mutation (1973)
  • Secret Treaties (1974)
  • Agents of Fortune (1976)
  • Spectres (1977)
  • Mirrors (1979)
  • Cultösaurus Erectus (1980)
  • Fire of Unknown Origin (1981)
  • The Revölution by Night (1983)
  • Club Ninja (1985)
  • Imaginos (1988)
  • Cult Classic (1994)
  • Heaven Forbid (1998)
  • Curse of the Hidden Mirror (2001)

Anv hag arouez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arouez Sadorn
hag ar plom en alkimiezh

Eus ur varzhoneg bet savet er bloavezhioù 1960 gant ar gwazour-sonerion Sandy Pearlman (ganet e 1943 hag ur pozer evit BÖC) e teu an anv "Blue Oyster Cult". Un tamm eus e zastumad barzhonegoù The Soft Doctrines of Imaginos e oa, a roas danvez ha talbenn ar bladenn "Imaginos" e 1988.
Er varzhoneg e oa Blue Oyster Cult ("Azeulerezh an Istrenn C'hlas") ur strollad ezdouariz e oa o fal sturiañ istor an Douar[2].

Diwezhatoc'h e kinnigas Allen Lanier lakaat un daouboent war an O, daoust d'ar buruteller Richard Meltzer (ganet e 1945, hag ivez ur pozier evit BÖC) lavaret e kinnigas an Ö kerkent ha degemeret an anv gant ar strollad, "en abeg da neuz wagneriek an heavy metal"[3].
Diwezhatoc'h e teuas an daouboent da vout diouzh ar c'hiz en anvioù strolladoù heavy metal, evel Motörhead pe Mötley Crüe a-douez reoù all.

Gant an arzour Bill Gawlik e voe treset an arouez a zo war goloenn pep pladenn gant Blue Öyster Cult, e miz Genver 1972[4].

E mojennoù Hellaz kozh e oa ar groaz krogek arouez Kronos, tad Zeus ; arouez ar plom, unan eus ar metaloù pounnerañ, eo en alkimiezh. Abalamour da gement-se ha da son dibarek gitaroù BÖC e tivizas S. Pearlman ober heavy metal eus sonerezh ar strollad, ur rummad bet ijinet gant ar buruteller Mike Saunders e-kerzh ar bloavezhioù 1970[5].
Er wengelouriezh roman e oa ar groaz krogek arouez an doue Sadorn (Kronos) ha hini ar blanedenn.

Ur wech hepken e voe moullet an anv "The Blue Öyster Cult", war goloenn an eil pladenn, Tyranny and Mutation (1973)

1967-1971 : an deroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1967 e oa eus izili BÖC ur strollad eus Long Island anvet Soft White Underbelly ("Kof-bihan gwenn blot"), un anv bet tapet gant Sandy Pearlman diwar deskrivadur Italia gant Winston Churchill e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn Donald "Buck Dharma" Roeser, Allen Lanier hag Albert Bouchard e oa Les Braunstein (pennkaner) hag Andrew Winters (gitar-boud). Adalek 1968 e fellas da Sandy Pearlman e vije Soft White Underbelly ar respont amerikan d'ar strollad saoz Black Sabbath.
Pouezus e oa perzh S. Pearlman er strollad, pa gave leurennoù, kevradoù gant an tiez-embann, ha pa lakae e varzhonegoù da bozioù ar c'hanaouennoù ; pozer ivez e oa ar skrivagner Richard Meltzer, hag an daou a skrivas evit BÖC a-hed e remzad. Ur bladenn a voe enrollet e ti Elektra e 1968, ha mont kuit a reas Les Braunstein e 1969.

Eric Bloom, anezhañ ijinour son ar strollad, a erlerc'hias ouzh L. Braunstein e Soft White Underbelly. Goude burutelladennoù garv da heul un abadenn er sal Fillmore East e New York e tivizas S. Pearlman kemmañ anv ar strollad, a voe Oaxaca kent Stalk-Forrest Group, a enrollas ur bladenn e ti Elektra e 1970.
E 1971 e kemeras ar strollad an anv Blue Öyster Cult.

1971-1975 : ar bloavezhioù gwenn ha du

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1972 e teuas pladenn gentañ BÖC er gouloù, dindan ur c'holoenn treset e gwenn ha du gant Bill Gawlik. Un degemer mat a voe graet dezhi, a-drugarez da donioù evel Then Came the Last Days of May, Stairway to the Stars ha Cities on Flame with Rock and Roll ; kregiñ a reas BÖC d'ober troiadoù gant Alice Cooper, The Byrds pe c'hoazh Mahavishnu Orchestra.
E-kerzh an troiadoù ez enrollas BÖC un eil pladenn, Tyranny and Mutation, a voe embannet e 1973. Enni e kaver an ton The Red and the Black, anezhañ ur gentel all eus I'm on the Lamb But I Ain't No Sheep a zo er bladenn gentañ, bet buanaet ha gouestlet d'ar Royal Canadian Mounted Police. Tonioù brudet all eo Hot Rails to Hell, ha Baby Ice Dog ma kan Patti Smith gant Blue Öyster Cult evit ar wech kentañ.
E 1974 e teuas ar bladenn Secret Treaties er-maez, a reas berzh a-drugarez da Dominance and Submission hag Astronomy ; gant Allen Bouchard ha Patti Smith e voe skrivet Career of Evil. Goude e droiadoù niverus hag e drede pladenn e voe BÖC pedet da seniñ war leurennoù brudet dre ar bed.

1975-1981 : ar berzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Blue Öyster Cult e 1977
Luc'hskeudenn : Eric Meola, Columbia Records

Tremen 500 000 skouerenn eus On Your Feet or on Your Knees, kentañ pladenn BÖC bet enrollet war al leurenn, a voe gwerzhet e 1975.
E 1976 e voe embannet Agents of Fortune, a voe garedonet gant ar Bladenn Blatin (tremen 1 milion a skouerennoù en SUA), hag anvet e-touez ar "gwellañ pladennoù rock klasel" gant ar gelaouenn Q e Breizh-Veur e 2004. Hep mar e voe ar ganaouenn (Don't Fear) The Reaper an abeg da gement-se, pa zeuas da vout un ton klasel e bed ar rock 'n' roll.
Tonioù meur all zo er bladenn, evel (This ain't) The Summer of Love hag E.T.I. (Extra-Terrestrial Intelligence), koulz ha The Revenge of Vera Gemini ma kan Patti Smith adarre. Evit an droiad e tivizas Blue Öyster Cult lakaat laser ouzhpenn ar gouleier war al leurenn, ar pezh a zegasas brud ouzhpenn dezho.

Da heul Agents of Fortune e voe Spectres e 1977, na reas ket ker bras ur berzh daoust d'an ton Godzilla a droas war ar chadennoù skingomz e-pad pell.

E 1978 e teuas un eil pladenn bet enrollet war al leurenn, Some Enchanted Evening, a droas da vout gwellañ pladenn Blue Öyster Cult hervez an dud, pa voe gwerzhet tremen 2 vilion skouerenn anezhi.
Goude an taol-dis-se e tistroas Sandy Pearlman war e c'hiz, ha mont d'ober war-dro Black Sabbath. Ur gwazour eus an ti-embann EPIC, Tom Werman, a rae war-dro Cheap Trick ha Ted Nugent, a labouras evit ar bladenn Mirrors (1979), a voe ur c'hwitadenn genwerzhel. Skarzhet e voe T. Werman, hag erlerc'hiet ouzh Martin Birch, a rae war-dro Black Sabbath kent donedigezh S. Pearlman.

Dindan ren M. Birch e teuas ar bladenn Cultösaurus Erectus e 1980, a voe degemeret gwelloc'h c'hoazh e Breiz-Veur eget en SUA. Unan eus ar c'hanaouennoù, Black Blade, zo bet poziet gant ar skrivagner skiant-faltazi Michael Moorcock. Heuliet e voe ar bladenn gant un droiad a-gevret gant Black Sabbath, anvet Black and Blue Tour.

Gant Martin Birch ivez e voe kenderc'het ar bladenn Fire of Unknown Origin e 1981, enni an ton Burnin' for You bet skrivet gant D. Roeser (sonerezh) ha R. Meltzer (pozioù), ha Veteran of the Psychic War poziet gant M. Moorcock adarre. Da Bladenn Blatin ez eas ivez, ha Veteran of the Psychic War a voe arveret er film Heavy Metal, bet skignet adal ar 1 a viz Eost 1981.
Goude Fire of Unknown Origin e savas tabut etre an taboulinaouer Albert Bouchard hag ar peurrest eus ar strollad, hag erlerc'hiet e voe ouzh Rick Downey, a rae war-dro ar gouleier betek-henn.

1981-1987 : an diskar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un trede pladenn bet enrollet war al leurenn, Extraterrestrial Live, a voe embannet e 1982, ha dindan ren Bruce Fairbairn e teuas The Revölution by Night e 1983, gant an ton Shooting Sharks bet skrivet gant B. Roeser ha Patti Smith. Goude ar bladenn-se ez eas Rick Downey kuit en ur lezel ur gador c'houllo dirak an toumperezh.
Da-geñver un droiad e Kalifornia e voe bodet BÖC en-dro e miz C'hwevrer 1985 : Albert's Return e voe lesanvet an droiad-se, pa zistroas Albert Bouchard da daboulinaouer evit ar wech — evit ur wech hepken, ar pezh na oa ket bet komprenet gantañ ; kuitaat BÖC a reas adarre goude an droiad, heuliet gant Allen Lanier prestik goude. Ne voe na taboulinaouer na klavierour er strollad neuze.

Gant daou soner all e teuas BÖC a-benn da echuiñ ar bladenn Club Ninja (1985), a voe ur c'hwitadenn genwerzhel.
Goude un droiad en Alamagn ez eas Joe Bouchard kuit gant e c'hitar-boud, ha goap a voe graet eus Two Öyster Cult pa ne chome nemet Donald Roeser hag Eric Bloom er strollad. Ret e voe dezho paouez da enrollañ ha da seniñ war al leurenn neuze.

1987-bremañ : Imaginos ha troiadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
BÖC war al leurenn e 2006
A gleiz da zehoù :
E. Bloom, A. Lanier, D. Roeser
Luc'hskeudenn : Marius Sæther

Dihuniñ a reas Blue Öyster Cult pa voe kinniget d'ar strollad ober un droiad en Hellaz en hañv 1987. Ouzhpenn D. Roeser hag E. Bloom e voe Allen Lanier adarre, gant Jon Rogers ouzh ar gitar-boud ha Ron Riddle ouzh an toumperezh.

Goude bout kuitaet BÖC en devoa Albert Bouchard labouret pemp bloavezh-pad war ur bladenn awenet gant The Soft Doctrines of Imaginos Sandy Pearlman ; nac'hañ a reas an ti Columbia Records embann Imaginos evel ur bladenn gant A. Bouchard hepken, met dont a reas S. Pearlman a-benn da gendrechiñ Columbia d'e embann evel ur bladenn gant Blue Öyster Cult, ar pezh a voe graet e 1988. Daoust d'ar burutelladennoù bout mat ha d'an droiad Imaginos e voe un hanter c'hwitadenn genwerzhel, dreist-holl abalamour ma ne voe ket brudet gant an ti-embann. Pa voe CBS Records, ti-meur Columbia, adprenet gant Sony da vout Sony Music Entertainment e voe skarzhet BÖC eus ar merk Columbia Records.

E-pad dek bloavezh e chomas Blue Öyster Cult war leurennoù ar bed hep embann pladenn ebet, ha distabil e voe ar bagad tro-dro da D. Roeser, E. Bloom hag A. Lanier pa veze ret bepred kavout un taboulinaouer ha/pe ur soner gitar-boud.

1998-2002 : enrollañ adarre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
BÖC en Edmonton, miz Eost 2012
Luc'hskeudenn : Canoe1967

E dibenn ar bloavezhioù 1990 e sinas Blue Öyster Cult ur gevrat gant CMC Records (a voe prenet diwezhatoc'h gant ar gompagnunezh breizhveurek Sanctuary Records, a embann Black Sabbath hag Iron Maiden), hag a gendalc'has d'ober troiadoù.

Div bladenn a voe embannet d'ar mare-se : Heaven's Forbid e 1998 ha Curse of the Hidden Mirror (2001 ; ar skrivagner skiant-faltazi John Shirley a sinas pozioù en div.
Ur bladenn all, enrollet war al leurenn hag anvet A Long Day's Night a zeuas er-maez e 2002, gant un DVD.

Dizemglev zo bet abaoe etre BÖC ha Sanctuary Records, ha n'en deus embanner ebet er mare-mañ.

En abeg d'o son dibarek ha da liesded o labour en deus Blue Öyster Cult levezonet kalz strolladoù war lies tachenn, Metallica ha moe. en o zouez.
Meur a don gant BÖC zo bet sonet war al leurenn gant arzourion all a bep doare : (Don't Fear) The Reaper evel-just, ha Burnin' for You, Godzilla, hag all. Meur a strollad punk rock a anzav bout bet levezonet gant BÖC.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. E Klison e oant bet d'ar 17 a viz Even 2012 gant an Hellfest Open Air Festival
  2. Ne oa ket gwall laouen ar sonerion gant an anv, met asantiñ a rejont evelato kent prientiñ pladenn gentañ Blue Öyster Cult, gwelit BÖC Retrospectively
  3. Gwelit A guide to band name etymologies
  4. Essi Berelian (2005), The Rough Guide to Heavy Metal: Every String-Shredding Style, from Death Metal to Classic Rock, Rough Guides, ISBN 978-1-84353-415-0
  5. Blue Öyster Cult logo : Design and History