Epiktetos
Epiktetos (en henc’hresianeg : Ἐπίκτητος), ganet e 55 goude JK e Hierapolis, Frygia, marvet etre 125 ha 135 Nikopolis, Epeiros, a oa ur prederour henc’hresian stoikour. Ganet e oa sklav e Hierapolis (hiziv an deiz Pamukkale e Turkia a-vremañ) ha bevet e Roma betek ma voe forbannet diouti. Da neuze ez eas da Nikopolis e gwalarn Gres e-lec’h ma varvas (etre 125 ha 135, ne ouzer ket re vat). Treuzskrivet eo bet e gelennadurezh gant e ziskibl Arrian.
Hervez Epiktetos e oa ar brederouriezh un doare evit an nen da ren e vuhez ha neket nemet un diskiblezh kelennadurel. Evitañ ne c’heller ket mestroniañ an darvoudoù diavaez a zo tonket ; dav eo d’an nen eta degemer ar pezh a zegouezh dezhañ digounnar ha dientan. Neoazh ez eo pep hini kiriek d’e oberoù a c’hell mestroniañ dre un emgensentidigezh rik.
Evitañ c’hoazh e teu ar boan dre ar c’hlask mestroniañ ar pezh ne c’heller ket mestroniañ pe dre leuskel a-gostez ar pezh a vefed gouest d’ober. Evel lodenn ag ar geoded hollvedel ez eo dlead an nen soursial ouzh ur nesañ. Ar re a ra diouzh ar pennsturiennoù-se a anavezo al levenez hag ar sioulded a spered.
Levrlennadur/oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arrian, Ar c'hendivizoù (διατριϐαί [diatribaí]) — ISBN 978-2-07-073561-7 (fr)
- Arrian, Dornlevr Epiktetos (Ἐγχειρίδιον Επικτήτου [Enchiridion Epiktetou]) — ISBN 978-2-253-06742-9 (fr)
- Displegoù Epiktetos , oberenn dianav (kollet?), meneget gant Marcus Aurelius — ISBN 978-2-08-070016-2 (fr)