Laou-pafalek
Al laou-pafalek, pe laou-faraon (Phtirus pubis), zo laou a gemer o aez e blev-gaol an dud, pe etre o divfeskenn, hag a sun o gwad. En isurzhiad an anoplura emaint, ha kiriek int d'ar ftiriaz.
Disheñvel eo o neuz, evel o annez, diouzh re al laou all, laou-penn pe laou-korf. Bihanik int, dezho 2 pe 3 mm hed, ha heñvel int ouzh kranked. Kreñvoc'h eo o meudoù eget re al laou-penn.
Tapet e vezont gant an dud e-kerzh oberoù an embarañ. Gallout a reont kavout bod e blev an divhar pe an divvrec'h, hag en ambrantoù ha blev ar penn zoken.
Kleñved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant al laou-faraon e teu glas ar c'hroc'hen. Kaoz zo bet e c'hallfe ar viruz VIH dont gante met n'eo ket bet prouet.
Er sevenadur gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur marvnad d'al laou-pafalek zo er ganaouenn c'hallek De profundis morpionibus, kanet gwechall gant ar studierien medisinerezh dreist-holl.
2013
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'an touzañ gaol ez afe ar ouenn da get: [1] [2]
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Fig.1 Laou-pafalek e traoñ ar c'hof
-
Fig.2 Laou-pafalek er malgudennoù