Mor Sulawesi
Mor Sulawesi (Laut Sulawesi en indonezeg) zo ur mor bihan e kornôg ar Meurvor Habask. En norzh dezhañ emañ Filipinez (enezeg Sulu hag enez Mindanao), er c'hornôg emañ enez Borneo, er su emañ enez Sulawesi, hag er reter ez eus un aridennad inizi bihan, an inizi Sangihe en em astenn etre Sulawesi ha Mindanao. E darempred emañ Mor Sulawesi gant Mor Sulu, en norzh da enezeg Sulu, ha gant Mor Filipinez, er reter d'an inizi Sangihe. Dre strizh-mor Makassar emañ e darempred gant Mor Java.
En em astenn a ra Mor Sulawesi war 280 000 km² ha 6 200 metr eo e zonder brasañ.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un hinad trovanel a vez o ren eno. Tomm eo an dour ha peskedus. Loened all a gaver stank a-walc'h en dourioù tomm-se : 26 spesad balumed, delfined, dugonged, baoted mor, kantadoù a spesadoù koural.
Morlaeron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo morlaeron Mor Sulawesi. Tagañ a reont ar bagoù-pesketa hag al listri bras a dremen dre eno. Klask a ra gouarnamant Indonezia stourm ouzh an doareoù-se diouzh e wellañ, evit ma c'hallfed degemer touristed eno.