Menez Are
Neuz
Ur pennad Arre zo ivez.
An Are, pe Menez Are, a zo unan eus an teir aradennad venezioù bennañ zo e Breizh, etre Skrignag ha Sizun. Un darn eus torosad Arvorig eo, en em furmet e-pad ar paleozoeg. Er c'hontrol d'an Torosad Kreiz ne oa ket bet adsavet gant ar roufenn alpek hag al leinoù uhelañ anezhañ ne dizhont ket 400 metr, rak 385 m hepken eo ar gern uhelañ, hini ar Roc'h Ruz. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù (Roc'h Trevezel, Roc'h Tredudon) hag ar re ront anvet menez peurvuiañ.
Lanneier ha koadegi bras a vez kavet eno hag ivez taouarc'hegi.
Warno emañ an harz etre Bro-Leon ha Bro-Gerne.
Leinoù uhelañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roc'h Ruz (385,01 m)
- Menez Kador (384,91 m)
- Roc'h Trevezel (384,89 m)
- Roc'h Tredudon (383,23 m)
- Roc'h ar Feunteun
- Menez-Mikael-an-Are (380 m)
- Roc'h Bichourel (339 m)
- Menez Moal
- Roch Kleger (306 m)
-
Roc'h Tredudon e-kreiz, Roc'h Ruz, en tu dehou.
-
Menez-Mikael-an-Are hag e chapel.
-
Roc'h Trédudon
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Avank Eurazia (Castor fiber).
-
Maligorned Kemper (Elona quimperiana).
Divinadell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -Petra a ra al louarn pa en devez kac'het war manez Are? - Serriñ e revr ha mont adarre.