Mont d’an endalc’had

Seduni

Eus Wikipedia

Ar Seduni, pe Seduned, a oa ur bobl kelt e-kreiz Valais Suis er I kantved kent JK.

Meneget int e meur a skrid, ha meur a enskrivadur o deus lezet.

N'ouzer ket petore darempredoù o doe gant ar C'halianed a dremenas dre an Alpoù da vont da gemer kêr Roma e 390 kent JK.

Meneget int gant Julius Caesar en e levr De Bello Gallico evel Sedunos[1], Sedunorum[2] ha Sedunis[2], e-kichen teir fobl all Valais : an Nantuates e Chablais, ar Veragres e tolead Martigny hag an Uberi e Valais uhelañ. Meneget int ivez gant Titus Livius[3] ha gant Plinius an Henañ[4]. Krediñ a reer e tegouezhjont er vro er Vvet kanved kent JK.