Yezhoù oil
Ar yezhoù oil (langues d'oïl e galleg) zo un hollad yezhoù, pe rannyezhoù, romanek, kar d'ar galleg, hag a ya d'ober ar pezh a anver ur c'h-"continuum" rannyezhoù komzet e hanternoz Bro-C'hall, e kreisteiz Belgia, hag un tammig ivez e kornôg Suis. Emañ ar yezhoù oil e kerentiad ar yezhoù romanek.
Gant ar yezhoniourien e vez rannet ar yezhoù romanek komzet e Bro-C'hall e tri skourr bras : ar yezhoù oil, ar yezhoù oc pe okitaneg, hag ar rannyezhoù frankoprovañsek pe arpitaneg.
Rannet eo bet domani ar yezhoù oil e meur a dachenn vras gant ar yezhoniourien[1]. Pa dremener eus an eil tachenn d'eben e c'hall ar yezherien en em gompren, met etre tachennoù hag a zo pell an eil diouzh eben, n'eus ket a gomprenezon ken.
Tachenn an hanternoz (levezon frankek)
- pikardeg
- walloneg
- loreneg
- normaneg an hanternoz, komzet en hanternoz d'al linenn Joret, gant parlantoù an inizi angl-ha-norman (jerzenezeg, gwernenezeg, sarkeg, aldernezeg)
- champagneg
Tachenn ar c'hreiz
- galleg standard
- parlant bro Orleañs
- parlant Touren
- parlant Berry
- parlant Bourbonez
Tachenn ar reter (levezon burgondek)
- Bourguignon
- Franc-Comtois
Tachenn ar c'hornôg
- normaneg ar c'hreisteiz
- parlant Perche
- parlant Maine
- parlant Anjev
- gallaoueg
Tachenn ar mervent
Peuzvarv eo ar rannyezhoù a veze komzet en tachennoù tost da Bariz (Orléanais, Champagn...). Bev a-walc'h eo avat ar pikardeg, ar walloneg, ar poateveg hag ar santonjeg...
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Manuel pratique de philologie romane, Pierre Bec, 1970–1971