marc'h
Neuz
Gwelet ivez : march |
Brezhoneg
- Deveret eus ar ger henvrezhonek march ha kavet er C'hatolikon ivez.
- Da geñveriañ gant ar gerioù march en kembraeg, margh en kerneveureg ha marcos en galianeg.
Anv-kadarn
marc'h /ˈmarx/ gourel (liester mirc'hi, merc'h, mirc'hed; marc'hoù)
- (Loenoniezh) Par ar gazeg eo ar marc'h.
- Eur marc'h en devoa Marc'h, roue Poulmarc'h, [...]. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- Hemañ, 'vat a zo kafe marc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 340.)
- Ken ho po Marc'h ar Bed en ho marchosi, n'hallfet ket lâret ho po ur marc'h kaer. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 149.)
- Chetu aze eur marc'h spaz hag aze eur marc'h kalloc'h. — (Nouvelles Conversations en breton et en français, 1857, p. 37.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- den-marc'h
- houarn-marc'h
- kaoc'h-marc'h
- kreñv-marc'h
- lost-marc'h
- marc'h-aer
- marc'h-ar-c'hwen
- Marc'h Askellek
- marc'h-avel
- marc'h-bez
- marc'h-blein
- marc'h-dibr
- marc'h-dor
- marc'h-dre-dan
- marc'h-du
- marc'h-Hamon,
- marc'h-houarn
- marc'h kalloc'h
- marc'h-kañv
- marc'h-kaoc'h,
- marc'h-karr
- marc'h-kleur
- marc'h-koad
- marc'h-laou
- marc'h-leur
- marc'h-levr
Troioù-lavar
- bezañ diwar ur marc'h-red
- bezañ dibret e varc'h da vont
- bezañ dibret e varc'h da redek
- Hennezh en devez c'hoant da gaout ar marc'h hag an arc'hant. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 340.)
- kaout marc'h rous
- mont war varc'h, mont war gein ar marc'h
- bezañ kreñv evel ur 'marc'h
- debriñ evel ur marc'h : debriñ kalz, buan, en un doare lous ; Gwelout : debriñ evel ur porc'hell
- A bep liv, marc'h mat.
- E Bolazeg n'anvezer ket ur marc'h diouzh ur gazeg ken en devo staotet pe gac'het.